Diriaou vintin, 8 a viz C’hwevrer, e oa bet degemeret an 3deidi e lise Diwan e Karaez. Un degemer c’hwek gant tud skipailh al lise ha gant hor skolajidi gent. Goude prezegennig a zegemer mat ar rener, an tamm hag al lomm chug-frouezh, edomp da vat ganti. Kentel skiantoù en arnodlec’h, bezañs pe get enepkorfoù, amprouenn kaset da benn a-zevri gant hor skolajidi bleniet gant liseidi klas termen renet gant Loeiz Donal, o c’helenner. Arnodlec’h aveet a feson, kelenn dre urzhiataerioù war-un-dro gant an amprouennoù gant liñvennoù er flaskoù. Netra gwelloc’h evit en em lakaat e-barzh ar jeu ha kaout c’hoant mont pelloc’h ganti !
Ambrougadeg displeget dre al lise, levraoueg, kambroù, oaled ha … merenn garrez er self da echuiñ.
Ur mintinvezh leun-barr ha barrek hon tud da gregiñ gant Kroashent Diwan ar micherioù goude merenn.
(En français plus bas) Kemenn barr-amzer war yezh ha sevenadur Breizh : galv da vanifestiñ e Roazhon d’ar 17 a viz Mae 2025 Efedoù al lezenn war an arc’hant, a c’houlenn digant ar strollegezhioù lec’hel ober strivoù budjed pouezus,...
Escape game war ar boued
971
…
Vendredi après-midi, 10 équipes des classes de 5ème du collège Diwan Jakez-Riou de Quimper ont mené leur enquête dans les locaux de l'établissement pour retrouver les ingrédients perdus d'u...