Dimeurzh 'oa bet degemer 9 den kozh eus Bro Vigoudenn. Savet 'oa bet goulennoù gant ar skolajidi 3de evit goût penaos o doa bevet o yaouankiz ha tout ar cheñchamantoù bas a oa bet er gevredigezh er bloavezhioù 50 ha 60. Un digarez...
Gweladennit hor skolaj o klikañ amañ Visitez notre collège en cliquant ici Titouroù / Renseignements : https://skolajdiwanjakezrioukemper.bzh/enskrivan-e-vugel-inscrire-son-enfant/ Skeudenn/Photo : Hieronimus Art.
Kaset hon eus an devezh a-bezh e Bilbao. Diouzh mintin hon eus baleet er gêr istorel hag un amzer dieub hon eus bet a-raok debriñ ur piknik. Ha goude-merenn hon eus gweladennet mirdi Guggenheim. Nag a oberennoù souezhus ha kaer a oa! Ha...
Diouzh mintin hon eus gweladennet mirdi ar vargodenn e Tolosa. Ha goude-merenn hon eus kimiadet gant hor c'henskriverien :( Degouezhet omp e Arantzazu, hag emaomp o vont da gousket eno. Pegen brav eo ar gweledva!
Ur skipailhig tud a youl vat 'oa deuet hiziv evit livañ ar mogerioù dindan ar bratell. Propoc'h 'vo evit fest ar skolaj !