Overblog Tous les blogs Top blogs Emploi, Enseignement & Etudes Tous les blogs Emploi, Enseignement & Etudes
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
MENU
  Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Skolaj Diwan Kemper Jakez Riou

Les articles "buhez ar skolaj"

BODADEG ETRERANNVROEL YEZHOÙ HA SEVENADURIOÙ

Buhez ar skolaj


BODADEG ETRERANNVROEL YEZHOÙ HA SEVENADURIOÙ

3105

Degemeret eo bet er mintin-mañ dileuridi Bodadeg Etrerannvroel ar Yezhoù hag ar Sevenadurioù a zo gant o sizhuniad labour e Landerne. Tro dezho d'ober anaoudegezh gant buhez hor skolaj ha deomp da spurmantiñ dremmoù liesseurt an dileuridigezh....

SINEMA ER SKOLAJ GANT DAOULAGAD BREIZH

Buhez ar skolaj


SINEMA ER SKOLAJ GANT DAOULAGAD BREIZH

3105

"TOUCH, GWELET, SELAOU, C'HWESHA" Dec'h oa bet kinniget evit ar wech kentañ er bloaz-mañ ur film gant Daoulagad Breizh "TOUCH, GWELET, SELAOU, C'HWESHA" d'hor skolajidi 6vet ha 5vet klas, diwar-benn labour Gi Joncour, mezeg-loened...

KROSS KALA-GOAÑV

Buhez ar skolaj


KROSS KALA-GOAÑV

2965

Dec'h e oa kross ar skolaj war dachenn ar Gornigell, war c'hlann Stêr-Oded eta e-kichen porzh Kemper...Dre chañs e oa tavet glav pil polos ar mintin ha dispak an oabl ! Plijadur 'zo bet ! Trugarez da C'haëlle, da Varine o doa aozet...

STALIAÑ SAL AR SKIANTOÙ

Buhez ar skolaj


STALIAÑ SAL AR SKIANTOÙ

2836

Er mintin-mañ eo bet boulc'het al labour da gaout ur sal skiantoù adnevezet. Tennet eo bet an arrebeuri kozh ha degaset ez eus bet re nevez. Er sizhunioù da zont e vo dalc'het ganti... Nevez-flamm-flimmin O vuzuliañ ervat... Trugarez...

AR PENNOÙ PENTUR...

Buhez ar skolaj


AR PENNOÙ PENTUR...

2711

Hiziv eo bet Mikael Baudu o tisplegañ d'hon tredeidi danvez ur gevezadeg c'hoari e brezhoneg evit skipailhoù tud yaouank. Danvez plijadur da gaout gant paintball ha gant c'hoarioù stroll korf ha spered all. Danvez abadennoù filmet...

C'HOARIOÙ EVIT KREGIÑ GANTI !

Buhez ar skolaj


C'HOARIOÙ EVIT KREGIÑ GANTI !

2545

Akuit gant ar birilig... Kement ha boulc'hañ mat an dorzh e oa bet aozet c'hoarioù korf ha c'hoarioù spered evit ar skolajidi da zevezh kentañ distro-skol an holl, diriaou. Ober anaoudegezh ha kaout plijadur e brezhoneg... Ha tro d'ar...

BREVED 2009

Buhez ar skolaj


BREVED 2009

1893

Gourc'hemennoù d'hon tredeidi. Degemeret int holl er Breved ! An disoc'hoù evel m'o c'haver ez ofisiel. 4 meneg mat-tre, 12 meneg mat, 3 meneg mat a-walc'h ha 6 degemeret. Gourc'hemennoù ha vakañsoù mat d'an holl !

PRED PLIJADUR

Buhez ar skolaj


PRED PLIJADUR

1786

Merenn blijadur e kêr evit enoriñ ar re o deus roet ar muiañ a lañs d'ar brezhoneg er skolaj er bloaz-mañ. Gourc'hemennoù deoc'h, merc'hed, met... petra 'ra ar baotred ?

<< < 10 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 > >>