GOURFENN REIZHSKRIVADEG 2010
Disadorn e oa bodet 60 a berzhidi e ti-kêr Brest da-geñver gourfenn Reizhskrivadeg 2010. Daoust d'an amzer gaer eta e oant deuet da genstrivañ evit plijadur ar skrivañ reizh... Toullañ a ra ar Skrivadeg hec'h hent a vloaz da vloaz eta...
Sed amañ an disoc'hoù :
Al loreidi :
CE : 1. Angèle BOISARD (Pariz), 2. Manuel BODENES (Brest), 3. Youenn LABAT (Brest),
CM : 1. Alexandre HOBBINS, 2. Kylyan BERRIGAUD (An Oriant), 3. Sterenn CORRE (Ar Releg-Kerhuon)
Skolaj : 1. Alan LEFEUVRE (Plouganoù), 2. Malo KASTELL (Plougastell), Trestan CREIGNOU (Ar Releg-Kerhuon)
Lise : 1. Pablo BIZIEN (Ar Vourc’h-Wenn), 2. Clément GUILLANTON (Kerc'hfaou),
Oadourien 1 : 1. Aude SAUDRAIS (Reudied), 2. Réjane RIANT (Roazhon)
Oadourien 2 : 1. Christine LE BIHAN (Roazhon), 2. Anne PRIGENT (Brest), 3. Pierre GWEZENNEC (Brest)
Oadourien 3 : 1. Thomas LANNUZEL (Naoned), 2. Véronique RIVOALAND (Gras-Gwengamp), 3. Anaïs LEROUX (Roazhon)
Oadourien varrek : 1. Olier BIGUET (Naoned), 2. Sarah CHEDIFER (An Dre-Nevez), 3. Iwan AR FUR (NAONED)
Amañ dindan testenn ar skrivadeg :
LIORZH
Plijout a ra da galz a dud ober war-dro o liorzh. Evit plijadur ar gweled nemetken pe evit dastum bleunioù, legumaj ha frouezh. Kaout un tamm liorzh a zo ur skol vat evit ar vugale da zont da anavezout an natur.
-----------------------------------------------------------------------------------------------------------------
Kement a seurtoù liorzhoù hag a liorzherien, a lavarer. Ur c'hempouez a glasker tizhout bepred etre ar pezh a c'hoantaer hag ar pezh a c'heller ober.
Un dachenn c'hoari a zoare evit ar vugale hag o zud e vo al letonennoù. Diwallit, avat, ne blij ket kaer ar melloù tennoù bolotenn d'ar bleunioù bresk, na d'ar broñsoù tener...
-----------------------------------------------------------------------------------------------------------------
Sin a zouar mat e vefe kaout gozed en ho leton. Eno e kavont o gwalc'h a breñved hag a vuzhug. Turiañ, digeriñ riboulioù ha sevel bernioù douar a ouzont. O degemer eta pe klask kaout an dizober anezho ?
Ouzhpenn leton ez a plant a bep seurt, louzoù, bleunioù, legumaj, bodoù, gwezigoù ha gwez d'ober hol liorzhoù.
-----------------------------------------------------------------------------------------------------------------
Hadañ, plantañ, liesaat diwar skoultr, a bep seurt micherioù a vez d'ober.
Penngennadoù bleunioù reizhet eeun, bevennet gant girzhier beuz troc'het berr pe liorzhoù gouesoc'h, evel ma plijo ganeoc'h.
Ret e vo deoc'h gouzout e koulz hag e kentel benañ, diskourrañ, imboudiñ gwez pe imboudiñ plant diwar wrizioù...
Bezet a vezo, Yann liorzher koulz ha Katell liorzherez ouzh o zrevadoù a vamo. Bleunioù, louzoù fin, legumaj pe frouezh a vefe anezho.
-----------------------------------------------------------------------------------------------------------------
Nag a c'hwez, avat, kent gellout eostiñ ! Palarat a ranker, marrat, rastellat, c'hwennañ, douarañ, temzañ ha louzaouiñ.
Pe lorc'h pa zeuio war daolioù ar c'heginoù triñchin ha perisilh, sivolez, bent, roumarin ha munudig, ognon ha chalotez, kignen, pour ha karotez, irvin-ruz, fav-glas ha fav-munut, piz-bihan, tomatez, kourjetez, kaol-fleur hag artichaod, avaloù-douar ha kement 'zo !
Pe c'hoazh frouezh chugonus ha saourus, dous, trenk pe c'hwerv da lakaat ho tent da dozoniñ. Lus, kastrilhez, mouar, irin, flamboez ha spezad, per ha mesper, avaloù, prun, polos, gwregon, pechez, kerez ha kignez...
Diwallit, memestra, diouzh ho mignoned askellek, piged, mouilc'hi, boc'hruziged, pennduiged, pintiged, pabored, beufiged... betek-goût ez afe ho lodenn ganto !
Padrig an Habask