Bodadeg-veur ha distro bedagogel.
Disadorn, 22 a viz Gwengolo, e oa dalc'het bodadeg-veur familhoù ar skolaj hag an distro bedagogel, emgav pedagogel evit ober anaoudegezh gant ar gelennerien hag o mennadoù evit ar bloaz. Frouezhus eo bet ar penn-devezh. Tud nevez a zo deuet da greñvaat ar c'huzul-merañ ha deuet ez eus tud ivez da lakaat o anv evit oberiadoù ar c'huzul-skoazell. A-unan eta hag hatoup war-zu an donvor !