Etre an 19 hag ar 25 a viz Meurzh omp bet en Arrasate, e kreisteiz ar Vro-Vask, 21 skoliad ha 2 gelenner.

Daoust d’an amzer da vezañ lous hon eus tremenet ur sizhunvezh a zoare etre dudi ha deskiñ. D’ar meurzh e oa bet gweladennet kêr Arrasate. Diouzh ar mintin ALECOP, ur c’heveldi ma labour ar studierien hanter-amzer evel micherourien hag hanter-amzer o studiañ. Kement-se a ro dezho ur gopr evit bastañ d’o ezhommoù bevañ ha studiañ. Produet e vez funioù eno, darnoù evit greanterezh ar c’hirri-tan hag a bep seurt mekanikoù elektronek evit an deskiñ er skolioù.

Bet omp o welout skinwel Arrasate hag an tro-war-droioù, Arrasate Telebista e anv. Tro o deus bet ar skolidi da arnodiñ binvioù ha da ijinañ e oant tud vrudet war ar skinwel.
En hevelep savadur emañ ar skingomz lec’hel ha Goienkaria, ar gelaouenn sizhuniek evit an tolead. Koulz skinwel, skingomz ha kelaouenn a zo holleuskarek.

D’ar merc’her e oa Mirdi ar Peoc’h e Gernika diouzh ar mintin ha Mirdi Guggenheim e Bilbo goude kreisteiz. Ken fall e oa an amzer, avat, erc’h war an hent, erc’h oc’h ober, ma oamp chomet boud un eurvezh hanter p’edomp o klask dont er-maez eus ar gourhent. Harpet ar c’hirri-samm, lod a-dreuz difiñv-kaer, ur gwallzarvoud bennak, tourterien dierc’hañ… A-benn ar fin hor boa gellet gweladenniñ Mirdi ar Peoc’h hag advevañ en ur sal aergelc’h devezh bombezadeg Gernika, d’ar 26 a viz Ebrel 1937, gant kirri-nij alaman al legion Condor. Diwar o istor kriz int o-unan int deut a-benn da sevel mirdi ar peoc’h er bed dre vras ha fromus-kenañ eo bet ar weladeg.

Diouzh an enderv e oa gweladeg Mirden Guggenheim Bilbo, lestr arnevez e lec’h ma saved listri gwechall. En traoñ kizelladurioù bras Richard Serra a laka o c’hildroioù an dud da vezevenniñ. En trede solieradur an diskouezadeg diwar-benn Pablo Palazuelo gant e arz a-vremañ linennek. Daou strollad a oa bet graet ganeomp, an eil dreist-holl merc’hed ennañ hag egile paotred n’o deus ket bet an hevelep doare da welout al lec’h nag an diskouezadeg. Bezet a vezo eo plijet d’an darn vrasañ ar savadur a zo oberenn arz a-walc’h diouti hec’h-unan.

D’ar yaou edomp e Donostia gant kenskriverien euskarat hor skolidi ambrouget gant Pepe hag Ana. Un devezh a zoare da welout ar C’hontxa, ar gêr gozh, ar marc’hadoù, ar garidoù kenwerzhel nevez ha goude ur hir a bourmenadeg dirak ar mor da echuiñ en tu kleiz dirak oberenn vrudet Chillida Krib an Avelioù. Tro a voe en devezh-se d’hor skolajidi da vezañ ambrouget gant Euskariz ha d’ober gwelloc’h anaoudegezh ganto.

D’ar gwener, daoust ma oa dousaet an amzer e chome erc’h er menezioù ha war hentoù ar menezioù. Chomet omp tost da Arrasate, un dro en Oñati ha betek santual Arantzazu (Itron Varia ar Spern Du).
 Eno e oa nevez dierc’het an hent ha ne oa ket adkrog an daremprederezh touristel. Ur gêrig dindan erc’h, kollet e peoc’h ar menezioù…

D’ar gwener da noz e tremene redadeg vras an euskareg, ar C’horrika, dre Arrasate da 1 eur diouzh ar mintin. Aozet e oa bet ur giton gant ar skolidi ha douget e oa bet gant rederien galonek. Daoust d’ar glav e oa kantadoù a rederien o treuziñ kêr Arrasate e-kreiz an noz gant lañs ha lusk da heul ar sammorell a zigore an hent. Unnek devezh e talc’h ar redadeg da vont noz-deiz, gant festoù a bep seurt war an hent, hag ur mell abadenn e penn an hent.  Gouel, brudadeg, dastum arc’hant, kas ar yezh war-raok gant plijadur …
Degemer