Ar REDAAAAAAAAAAAAAAAA-DEG. Ar RE-DA-DEG.
Hiziv e voe tremenet ar Redadeg 2022 dre Gemper ! Hag evel just, e oa kemeret perzh gant an holl ac'hanomp ! Kanet e voe, redet, hag huchet ivez evit ma chomo yac'h ha bev hor yezh. Ur mare fromus ha laouen, dindan banneoù heol bras ha dic'hortoz ... Asambles e oamp gant skolidi Diwan ha skolajidi divyezhek o tont eus Brizeux ivez.
1,2,3, brezhoneg e bep ti !
4,5,6, brezhoneg e pep lec'h !
7,8,9, brezhoneg atav !