Lid enor Dominig
Lid enor Dominig
Lid enor Dominig
Lid enor Dominig
Lid enor Dominig
Lid enor Dominig
Lid enor Dominig

GOURLEN ER GELVENEG da eñvor Dominig JOLIVED

Ne oa ket c'hoazh mare reverzhi gedez

P'edomp e dibenn miz genver,

Petra an diaoul,eta a c'hoarvez,

Heoliet ha gouyen e oa an amzer.

 

Ur c'harter eus ar Gelveneg aloubet,

Ur morad tud a oa er biojoù,

Tud yaouank, tud kozh a oa nouspet,

Ne oa nag oferenn, na gousperoù.

 

Skolidi ha skoliajidi a oa stank ivez,

Sadorn endervezh a oa anezhi,

Diouzh o entan, diouzh o fouez-mouezh,

E brezhoneg 'oant deuet da zougen bri.

 

Da zougen bri e oant deredet holl,

Eus Breizh Izel, eus Breizh Uhel,

Er Gelveneg na kabaduilh, na diroll,

Nemet kimiad d'un emsaver hael.

 

Gwad a oa gantañ dindan e ivinoù,

En e galon, en e spered e oa tan,

Den hollvedel, den a stourmoù,

Red-micher penn da benn e DIWAN.

 

Eus Euskadi, Kembre, Iwerzhon 'teuas dasson

Diouzh ur « pipe-ilin » 'savas leñvadennoù,

Ar saliad tud a oa mudet ha sonn,

Mouget an holl gant o fromadennoù.

 

Ar serch 'oa staliet war al leurenn,

Goloet gant ar banniel Gwenn ha Du,

E penn anezhañ, ur rozenn wenn

Glac'har ha kañv ivez a-bep-tu.

 

War al leurenn 'teuas tro-ha-tro

Tud-nes, mignoned ha kamaladed

Evit enoriñ an den kar-e-vro,

Tregeriz, Kerneviz ha Bigoudenned.

 

An den karet, aet diganomp, emezo,

A oa un den emroüs ha leun a spi

Kanet e voe evitañ « Karantez Vro »,

Gant laz-kanañ fromet e skolajidi.

 

Emgann, Stourm ar Brezhoneg, DIWAN,

Gant an holl bobloù bihan e oa kengret,

Etre Beg an Dorchenn ha Beg ar Van

'Mañ aod ha gwrizioù Dom' JOLIVED

Ronan an Henaff

Degemer