Blind test, Just Dance, Karaoke ha boum !
D'ar yaou a-raok vakañsoù Ebrel hon eus bevet ur veilhadeg dreist-ordinal en Enez Tudi !
Amañ dindan program an noziad :
Kuitaet hon eus ar skolaj da 5e30 hag ur wezh erruet en hunva hon eus graet ur blind test. Kanaouennoù a-bep seurt a zo bet klevet ha razh ar skipailhoù a zo bet barrek. Met gant ar skipailh mouk eo aet ar maout.
Pizzaioù hon eus debret da goan a-raok mont holl asambles da zañsal gant Just Dance !
Klevet hon eus mouezhioù bras eston e-kerzh ur c'haraokeig : "Bohemian Rhapsody" eus Queen kanet gant Ildut , "Beaj, beaj" eus Desireless kanet gant Cloé, Janig ha Noëlie ha "Ma bal klozañ 'ni eo" eus Renaud kanet gant Arthur Morvan.
🎵Ha..... Boum, madigoù hag evajoù evit klozañ mat an noziad!🤩
💃 🕺