Tournamant Tennis-taol
Lañset eo bet un tournamant tennis-taol un nebeud sizhunvezhioù dija! Pep hini a c'helle kemer perzh, skolajidi kerkoulz hag implijidi ar skolaj.
E penn-kentañ toud e oa tournamantoù etre klasadoù. An div glasad 3deidi a zo bet mesklet rak, ne oant ket niverus a-walc'h o vezañ bet lakaet o anvioù.
Bez e oa neuze ur skipailh 3deidi gant ur meskaj eus an daou glasad hag ur skipailh gant implijidi ar skolaj oc'h ober un tournamant.
Ha goude e oa ar c'hlasadoù dre live oc'h enebiñ. An hini trec'h er c'hlasad en.he deus c'hoariet a-enep an hini trec'h eus ar memes live met er c'hlasad all :
6vet M-VS-6vet G
(Quentin .V - VS - Tilio)
*
5vet M-VS-5vet G
(Titouan - VS - Jean)
*
4re M-VS-4re G
(Bryn - VS - Youen)
*
3de M+G-VS-Skipailh ar skolaj
(Yolane - VS - Erwan)
Aet eo ar maout gant Tilio evit ar re 6vet, Jean evit ar re 5vet ha Bryn evit ar re 4re. Stignet-tre e oa an tournamant etre Yolane (3de) hag Erwan (evit implijidi ar skolaj). Ar rener a zo bet trec'h met divizet eo bet memestra reiñ vioù d'an daou; reoù e chokolad evit Yolane ha vioù Erc'h ha Ludu evit Erwan!
Gourc'hemennoù dezho ha d'an holl re o deus kemeret perzh!
En distro-skol e vo ur gourfenn vras :
Tilio - VS - Jean
&
Bryn - VS - Erwan
Hag ur balikenn aour da c'hounez ;)
![]()
/image%2F1425692%2F20210330%2Fob_6b668c_tournamant-tennis-taol-2.jpg)
/image%2F1425692%2F20210330%2Fob_3be008_tournamant-tennis-taol-3.jpg)
/image%2F1425692%2F20210330%2Fob_2db6de_tournamant-tennis-taol-4.jpg)
/image%2F1425692%2F20210402%2Fob_e4afc3_tournamant-tennis-taol-1.jpg)
/image%2F1425692%2F20210402%2Fob_dba32a_tournamant-tennis-taol-priziou-tilio.jpg)
/image%2F1425692%2F20210402%2Fob_fd5473_tournamant-tennis-taol-priziou-jean.jpg)
/image%2F1425692%2F20210402%2Fob_91929b_tournamant-tennis-taol-priziou-bryn.jpg)
/image%2F1425692%2F20210429%2Fob_477b58_skritell-gourfenn.png)