TRESAÑ ISTOR AADA HA NARKI
E 5vet klas e studier Aada ha Narki, daou romantig skrivet gant Goulc'han Kervella. Un istor karantez e bed ar ragistor etre ur gwaz eus ur meuriad a vrezelourien, chaseourien, pesketaerien hag ur plac'h eus ur meuriad emdroet war labour an douar hag ar sevel-loened. Goulennet e oa bet gant Dominig digant e skolidi a 5ved Glas tresañ an istor. Setu un alberz eus ul labour a zo deuet brav gant meur a hini. Gourc'hemennoù dezho !