RALI LENN 2016 / RAKTRES EVIT AR BEMVEIDI
Deus petra'zo kaoz ?
Ur c'hoari lenn an hini eo diwar-benn ur rummad levrioù (un dek bennak, peder skouerenn eus pep hini) dibabet ganin ha gant ar gelennerien war ar brezhoneg.
Savet'vo skipailhoù pevar pe pemp. A bouez e vefent kempouez gant lennerien ampart ha lennerien o deus muioc'h a ziaezamanchoù. Pep skipailh a ranko ijinañ un anv.
Dav'vo da bep skipailh lenn ar muiañ posubl a levrioù. Rankout a ra pep ezel eus ar skipailh lenn ar memes levr er memes mare evit aesaat al labour. Ur wech lennet ul levr gante, ret'vo dezhe respont da dri pe pevar goulenn pep hini ( evit gwiriekaat eo bet lennet e gwirionez al levr).
Ret'vo dezhe war-lerc'h labourat a-stroll evit sevel ur c'houlennaoueg, ar pal a zo difiañ ur skipailh all evit rali lenn fin ar bloaz (dav'vo dezhe ivez evel-just prientiñ ar respont bep wech).
Ar c'houlennaoueg-se a c'hell kemer meur a stumm :
- gallout a ra bezañ tresadennoù evit diskrivañ ul lec'h pe un den hag a zo 'barzh ul levr
- rebuzoù
- charadennoù
- kudennoù (énigmes)
- divinadelloù
- kemennadennoù kuzhet
- gerioù- kroaz
- c'hoarioù mildamm (tresadenn pe testenn)
- tammoù testenn pe ur skeudenn (illustration), hag'vefe lakaet e kreiz traoù n'int ket sañset da vezañ
- Q.C.M
- goulennaoueg gwir pe gaou
- ur skrivagner hag ul listennad levrioù skrivet gantañ hag en o zouez unan pe meur a hini n'en defe ket skrivet.
- Leuniañ un destenn gant toulloù
- lavarout e peseurt pajenn e c'hoarvez darvoud-mañ darvoud
Gallout a ra bezañ ivez traoù all... Ar pouezusañ a zo sevel un urzh labour resis, ur c'houlennaoueg poellek ha divoutin.
Palioù
Reiñ c'hoant lenn e brezhoneg evit ar blijadur.
Deskiñ labourat a-stroll.
Deskiñ divizout dre gomz war ul levr.
Gouzout sevel ur pennad dre skrid en un doare hiniennel (respont d'ar goulennoù).
Gouzout sevel ur c'houlennaoueg war ur stumm divoutin.
Kelennerien
Padrig, Dominig ha Marie
Ar skolajidi
Ar bemveidi
Ar mont en dro
- Kinnig ar raktres d'ar skolajidi (d'al lun 11 a viz Genver)
- Kinnig al levrioù. Ur prantad el levraoueg gant pep klas. Bez'vo stalioù evit dizoleiñ anezhe (ur stal gant charadennoù, unan all gant skeudennoù, unan all c'hoazh gant rebuzoù, hag all, hag all...)
- Lenn al levrioù, respont d'ar goulennoù ha sevel goulennaouegoù evit ar skipailhoù all (betek fin miz Mae)
- Priziañ o labour ha prientiñ gante rali lenn fin ar bloaz
- Rali lenn (penn kentañ miz Even)
- Ar prizioù'vo roet er gala