STUMMADUR DILEURIDI 2011-2012
Bourraplted an dileuridi
Rentañ-kont devezh stummadur an dileuridi
PERZHIDI :
Noé COATMEUR (3de), Liza ROUYER (3de), Maïwenn COTTIER-GARIN (4re Glas), Ilan LE ROUX (4re Glas), Marilou ANDRO (4re Melen), Alan Seznec (4re Melen), Ulysse LEVER (5ved Glas), Maureen LOUBOUTIN (5ved Glas), Gorwenal LEVER (5ved Melen), Maïlis PAUGAM (5ved Melen), Maïna KERVERN (6ved Glas), Ewen LAROUR (6ved Glas), Pierre COATMELLEC (6ved Melen), Jeanne DANIEL (6ved Melen), Olier (Penngasour) ha Padrig (Rener).
PALIOU AR STUMMADUR :
Dizoloiñ karg un dileuriad ha klask termeniñ e berzhiadenn e buhez diabarzh ar skolaj a oa unan a balioù lodenn gentañ ar stummadur. Eil lodenn ar stummadur a oa he fal dezhi implij doareoù d'ober a-benn kas un emvod klas da benn.
Dre an eskemm, al labour a-stroll, ar c'hoarioù perzh, an tabut hon eus klasket reiñ ar gomz d'an holl ha deskiñ dreist-holl kaozeal e anv ar c'hlasad m'eo bet dilennet ar vugale ennañ.
FRAMM AR STUMMADUR :
9e15 - 10e50 : Degemer ha tro an daol : deskiñ en em ginnig ha komz dirak ar re all, gwelout petra 'fell deoc'h dizoloiñ 'pad ar stummadur. 1945-2009 : Plas an dileuriad er skol.
10e50 - 11e05 : Troc'h
11e05 - 12e40 : Termeniñ karg ha labour an dileuriad, klask kompren mont en-dro ar skolaj : petra a c'hell bezañ plas an dileuriad ennañ (dre ul labour a-stroll ).
12e40 - 13e35 : Merenn
13e35 - 14e45 : An dileuriad e buhez ar skolaj
14e45 - 15e10 : Prientiñ ar c'huzul-klas (deskiñ teknikoù ren un tolpad, implij ar fichenn arguziñ– tabutal).
15e10 - 15e35 : Troc'h
15e35 - 16e15 : Kinnig Diwan, mont en-dro ar gevredigezh, hec'h istor, he fal.
16e15 – 17e00 : Sac'h a bep tra ha bilañs an devezh.
Laouen an dud...
BILANS AR STUMMADUR :
Daoust d'an devezh stummadur bout berr a-walc'h eo bet studiet an holl sujedoù raktreset en a-raok. Dizoloet hon eus a-drugarez d'al labour a-stroll e oa diaes d'an holl dont a-benn da ziskleriañ kudenn-mañ-kudenn e-pad ur c'huzul-klas, se 'zo kaoz 'zo bet klasket termeniñ resis karg an dileuriad ha pouezet hon eus kalz war ar mod da gas an traoù : kaout ur sell hollek, bout gouest da arguzenniñ, bout ur c'hendivizer gouest da sevel darempredoù fiziañs gant ar c'hlasad a-bezh hag ar skipailh kelennerien.
Dedennet eo bet ar vugale gant teknikoù ren un emvod bet gwelet, servij a ray dezhe da brientiñ emvod ar c'huzul-klas gant ar c'hlasad hervez un nebeud mat anezhe.
Trugarez d'an holl bet kemeret perzh ganto !