Degouezhet e Kambodia tri devezh' zo. Etre 28 ha 34 derez bemdez, tommder ar broioù trovanel, diaes boaziañ outañ!
Daoust d'ar baourentez a zo anat e vez bepred mousc'hoarzhus-tre an dud, ha meur a hini a zo deuet da doullañ kaoz ganin. Diazezoù saozneg a ouezont.
Bet on o welout palez ar roue, ar marc'had rusian (ennañ e veze gwelet ar Rused o prenañ traoù er bloavezhioù 1980), hag un droiad war ar stêr Mekong dec'h da noz.
Berniet eo al lastez war ar riblennoù-straed, pep tra a vez bannet war al leur gant an dud. War al lec'h e vez devet an traoù (skeudenn gant ar maouezed hag o balaennoù), gant an tommder e teu flaer. 
Devezh kampoù-bac'h ha toulloù-bac'h ar Ghmered Ruz eo hiziv, moarvat ne vo ket hini laouenañ ar veaj.
Warc'hoazh ez in betek Siem Reap (temploù Angkor) gant ar c'harr-boutin, ur veaj 6 eurvezh-pad e diabarzh ar vro e vo.
9e34 (mintin) eo, ha 31 derez a zo!
Ken ar c'hentañ.

P1050348

P1050379

P1050411

 

P1050505

Degemer