Lollipop.
Ar ganaouenn « Lollipop » ho peus selaouet, tennet eus pladenn Mika, « Life in Cartoon Motion » hec’h anv. Embannet eo bet d’ar 15 a viz C’hwevrer 2007, kenaozet gant Greg Wells hag Universal Music e Los Angeles. 3,05 munutenn a ya d’ober padelezh ar ganaouenn.
Piano elektronek, taboulinoù, gitar-tredan, sonioù dre gompoderezh koulz ha mouezhioù (bugale en o zouez) a c’heller klevet. Pladenn gentañ Mika eo « Life in Cartoon Motion », un doare sonerezh pop-rock saoz. Gant Mika eo bet skrivet an holl ganaouennoù.

An arzour : Michael Holbrock Penniman, lesanvet Mika, bet ganet d’an 18 a viz Eost 1983 e Beyrouth (Liban). 750 000 skouerenn eus e bladenn gentañ a zo bet gwerzhet e Bro-C’hall,
2 000 000 er bed ar bezh ! E Londrez emañ-eñ o vevañ hiziv an deiz.
Plijet eo ar ganaouenn-mañ din peogwir eo lusket, laouen ha dreist evit dañsal ! An titl a blij kalz din ivez !
Liamm war ar genrouedad : www.mikalife.fr
Yuna, 5ved