BAGAD DIWAN E Skolaj Diwan Kemper e oa anv gant ar skipailh a sevel kentelioù sonerezh Breizh evit hor skolidi adalek ar bloavezh 2000.

Tomm e oa ar mennozh da Badrig ha Gael ha broudet e oamp bet gant Fanny. E miz C'hwevrer 2001 eta e oa bet kroget ar c'hentelioù bombard ha tamboulinoù gant daou gelenner eus Bodadeg ar Sonerien, Jean-Louis Henaff ha Jean-Pierre Meneghin (abaoe warlene eo Tangi Jourdren a gelenn an tamboulinerezh).

E miz Ebrel 2002 e oa disklêriet Bagad Skolaj Diwan Kemper evel kevredigezh lezenn 1901. Gouzout a ouezer pegen diaes eo sevel oberoù padus a-stroll gant tud yaouank ha pegen start eo sevel ur bagad. E gwirionez ez eus bet degadoù a skolidi o teskiñ diazezoù sonerezh Breizh ur bloavezh er c'hentelioù-mañ ; ul lodennig anezho o deus kendalc'het hag a gendalc'h ganeomp, lod all o deus kendalc'het en diavaez pe a zo aet d'ober traoù all goude. Eus un tu all e oa ivez e-touez ar skolidi kalzik a sone e bagad pe vagad ha ne zeuent ket d'ar c'hentelioù er skolaj dre ma oa evit an deraouidi pe dre ma oa e diabarzh ar vuhez skol.

 

Bagad diwan o seniñ dirak tud ar juri e Pavilhon Penwiler

Menel a rae hor strivoù eta e par kentelioù ha ne zisoc'hent war genobererezh ebet, nemet tammoù e gouelioù diabarzh ar skolaj. Ar fulenn he deus lakaet an tan er bleñchoù kras a zo strinket eus Bagad Douarnenez. Ronan Sicard, tad a familh er skolaj ha rener bagad/soner brudet, en deus kinniget en distro-skol 2004 sevel ur bagad gant ar sonerien a zo pe a zo bet e Diwan. Mennozh dreist evit reiñ ur pal d'ar re a vez o teskiñ ganeomp hag evit unaniñ sonerien Diwan a bep tu, boutin dezho ar garantez evit ar yezh koulz hag evit ar sonerezh. Warlene, evit ar wech kentañ e oa bet skrivet anv Bagad Diwan da-geñver kampionad Penn-ar-Bed bagadoù ar 5vet rummad e Penwiler e Kemper (er-maez a gampionad, avat). Div bleustradeg a oa bet er skolaj, gant deraouidi ha sonerien ampart, ha dre ma kreske ar gwask ha ma tostae an eur da dremen e Penwiler e teue mignoned all d'hor c'haout, ken e oamp en em gavet daou-ugent o seniñ a-gevret en devezh-se.

 

Pegen brav eo ticheurtoù bagad Diwan

 

Er bloaz-mañ emaomp o paouez en adober gant un diazez boutin a vignoned ha re all deuet evit ar wech kentañ. Ret eo lavarout ivez ez eo ur mell dae hag ur blijadur evit ar skolidi deraouidi hag ar gelennerien deraouidi gellout kenseniñ gant sonerien ampart. En dazont e fell deomp kadarnaat hon ober. Kenderc'hel gant kentelioù binvioù bagad e Skolaj Diwan Jakez Riou, se 'zo sklaer, met gwelout hevelep tra o sevel e skolioù, skolajoù, lise Diwan a blijfe deomp ivez. Kelaouiñ gwelloc'h diwar-benn hon oberoù ivez.

Un niver bras a skolajidi kozh ha yaouank a oa deuet sikouret gant kelennerien

Ur mell trugarez er c'heñver-se da Bagad Douarnenez a embann war an ton bras hor c'hemennadennoù hag a vag ar spered Bagad Diwan e-touez e izili ha war e dro.

Gwelout B.A.S. o prederiañ hag o kaout diskoulmoù evit kelenn sonerezh Breizh e brezhoneg ! Bodañ Bagad Diwan aliesoc'hik da-geñver deiziadoù ingal.

Kement-mañ a vo posupl mar fell d'ar sonerien niverus a zo pe a zo bet e Diwan dont e darempred ganeomp evit ober ur pennad hent a-gevret.

 

Kasit keloù eta da :

Bagad Douarnenez mega.msc@wanadoo.fr,

Padrig an Habask, melskolaj-k@wanadoo.fr.

 

Trugarez ez ispisial da Gonogan a gelenn bombard er skolaj hag en deus kaset ar bagad er bloaz-mañ, da Gael Peron a ra war-dro er skolaj ha da Ronan Sicard bepred prest d'hor skoazellañ ha da advevañ an tan sakr.

Degemer