Ur blog brezhonek eo blog ar vuhez e Skolaj Diwan Jakez Riou.

E brezhoneg eta e vo savet ar pennadoù liesseurt a vo embannet ennañ hag e brezhoneg ivez e vo an eskemmoù etre kenvlogerien. Mat e vo d’an holl strivañ da skrivañ ur yezh reizh hag eeun a-walc’h…

Ur benveg kelaouiñ hag eskemmañ e vo ar blog evit an holl re a gemer perzh e buhez hor skolaj : skolidi, holl dud ar skipailh ha kerent. Bezañ kelaouet en un doare plijus ha kendivizout en ur stumm a-vremañ eo ar pal. Un benveg daremprederezh bev ha gwevn eo ar blog ha n’eo ket ul lec’hienn brudañ ofisiel, ensavadurel evit hor skolaj.

Digor eo, evel just, da dud Diwan a lec’h all koulz ha da dud kar-o-yezh ne vern a belec’h e vefent. Kendivizout, ya, met kendivizout en un doare dereat. Goulenn a reer digant an holl vlogerien bezañ dereat ha doujus en o c’homzoù.

Ar blogadennoù dizereat a vo rasket gant merourien ar blog. War-raok eta ha penn war-zu an donvor !

Degemer