Er Vro-Vask II

Un tamm diskuizh...

Lestr meur ar Guggenheim hag ar pont ruz
D'ar Yaou vintin e oamp harpet e Mirdi ar Skiantoù Miramon, war-bouez Donostia.

Ur c'hog-dour a zalc'h en e sav-sonn

Kompren sistem ar poleoù...

Ar c'helenner meur en e goazez...
Ne c'heller ket echuiñ gant un droiad e Donostia hep ober ur gwel da grib an avelioù.

An arsav Chillida...

Menezourien eo Euskariz...

Pa c'hwezh anal ar mor...

Analañ an avel vor...
D'ar gwener e oamp bet e santual Arantzazu hag e oa bet gweladennet mougev Arrikrutz gant he skeledennoù leoned ragistorel...

Delwenn ha kloc'h Itron Varia Arantzazu
Diskennet e oamp diouzh ar menezioù war ar plaen ha rambreet hor boa un tamm dre gêr gaer Oñati.

Lein skalieroù kizellet fin e Skol-veur Oñati

Tour dibennet kont Oñati en diadreñv

Nevezamzer en e splannder...
War hent an distro un tamm harp kenwerzhel er gourmarc'had Eroski, ezel ivez eus keveldioù MCC, implijet ganto muioc'h eget 100 000 a gevelerien er Vro-Vask...

Banne e kafedi Eroski...A-zehou

E-kreiz

A-gleiz

Kenskourroù kaer ar gwez-platan, danvez freskadurezh a-benn an hañv...

Bevet ar C'horrika, bevet ar Redadeg da zonet !