STROLLAD PLONEIZ E PLOGASTELL

Pegen plijus eo bet ar veilhadeg sketchoù kinniget gant strollad Ploneiz en hunva
Plogastell ! Ur skinwel iskis gant bruderezh, meteo, kentel vrezhoneg, redadeg ar vezh, hag evit echuiñ ur seurt mekanik gant tud ne baouezent ket da lavarout atav ar memes frazenn !

Skolajidi bet e skol Diwan Tregon oa laouen oc’h adwelout Marie-Christine, o skolaerez CM2, deuet da vezañ ur gelennerez brezhoneg droch ha farsus ken ken ! 10 c'hoarier mennet, renet gant Lou Millour. Gortoz a reomp an eil abadenn emaint o prientiñ, sur a-walc'h e tistroint da ziskouez o labour deomp !