Ma vefe ret din dibab un eñvorenn eus va bloavezhioù skolaj e-touez tout ar re all, e tibabfen ar mareoù em eus tremenet war an draezhenn en Enez-Tudi, a-raok ma kouezhfe an noz.

    Ar gwir hor beze da vont war an draezhenn pa veze brav an amzer. Mont a raen gant mignoned : Azenor, Mai, Fanny, Luc, Malo... Komzet ‘veze kalz ha c’hoarzhet muioc’h c’hoazh. C’hoari a raemp mell-droad, lenn a raen, mont a raemp da bourmen, hon treid en dour... Bez e veze kalz a draoù d’ober.

    E-pad an nevezhañv e veze atav brav an amzer. Bez e veze heol, nebeut-tre a avel ha nebeut-tre a goumoul. Klevet ‘veze ar gwagennoù oc’h ober o mont-ha-dont.

    Ar prantadoù-mañ ne vezent morse displijus. Heol, mignoned, ar mor... Petra goulenn muioc’h ?

    Marteze un tammig muioc’h a amzer ha nebeutoc’h a draezh e-barzh ar botoù !

    Ma ‘vefe tu din adtremen prantadoù evel-se ne cheñchfen netra. Tout an traoù a chomfe evel-se, evel 3 bloaz ‘zo.

    Met ha c’hoant em eus adtremen ar mareoù-se ?

       


Degemer