Komedienn war gan ha fest ar skolaj

Digwener (19/06) 'vo fest ar skolaj !

7e noz: Komedienn war gan « Ar Bleiz-Garour » en Dachenn wenn (MPT Penharz)

Adalek 8e noz: Fest ar skolaj er skolaj (Kanaouennoù skolajidi, sonerezh fest-noz ha krampouezh evel just !

 

« Ar Bleiz-Garour », ur gomedienn war gan e brezhoneg
Skolajidi pevare klas Skolaj Diwan Jakez Riou Kemper a vo war leurenn an
Dachenn Wenn d’ar Gwener 19 a viz Even 2026 evit kinnig o abadenn « Ar Bleiz-
Garour », ur gomedienn war gan e brezhoneg. Ar raktres-se eo dibenn ur
c’henlabour war dri bloaz etre kevredigezh Strollad La Obra eus Pontekroaz hag
ar skolaj.


Prest al lestr da loc’hañ
Sal-arvest an Dachenn Wenn e Penharz az aio da vag-treizhañ, amzer ur
gomedienn war gan e brezhoneg kinniget gant skolajidi pevare klas Skolaj Diwan Jakez
Riou Kemper. Loc’hañ a raio d’ar Gwener 19 a viz Even 2026 da 7eur noz. An arvesterien
a c’hello gwelout frouezh ul labour a dri bloaz, etre c’hoariva, kan ha dañs.
Leun a zibasianted hag a from en em brientont da bignat war al leurenn evit diskouez
an disoc’h d’ar publik.


A-gevred war vourzh ar vag
Ar gevellañ etre Strollad La Obra hag ar skolaj a oa ganet e miz Gwengolo 2023,
diwar ginnig ar gevredigezh da vMarine Gloaguen, kelennerez war ar brezhoneg, hag he
doa bet c’hoazh digarez da genlabourat ganti. Pa oant e c’hwec’hvet klas o doa kroget
ar skolajidi da brientiñ an arvest : Aziliz Bourgès, skrivagnerez, komedianez ha
sevenerez, he doa kaset a-hed ar bloavezh atalieroù da skrivañ an istor. Bloaz goude e
oa bet lakaet sonerezh ha kan da destennoù ‘zo o kenlabourat gant Kadvael Jolived eus
strollad rap Plouz&Foen. Hag ar bloaz-mañ, da echuiñ, ez eo Tifenn Linéatte,
komedianez, an hini he deus kemeret e-karg al leurenniñ, skoazellet gant Coralie Lanizac
ha Maria-Luz Le Doare-Petit, kelennerez war an arzoù, evit an dilhad hag ar
c’hinkladurioù. Ar skolajidi o deus kemeret perzh e kement lodenn zo tout deus ar
raktres, koulz war al leurenn hag er c’houlisoù, ambrouget gant o c’helennerien war ar
brezhoneg, Marine Gloaguen ha Jérôme Lafond.
Met petra a zo o vont da c’hoarvezout war vourzh an Armorica ? Ul lec’h disforan
ma ranko ar veajourien ha tud an akipaj ober gant darvoudoù dibar.

Degemer