Devezh degemer CM1 & CM2
Diriaou paseet (22/01), eo bet degemeret skolidi CM1 ha CM2 skolioù Diwan ha Divyezhek ar vro er skolaj. Tro o deus bet da heuliañ kentelioù a bep seurt: Brezhoneg, sevenadur BZH, kastilhaneg, alamaneg, sonerezh, matematik, tekno ha da zizoloiñ Kahoot! (ul lec'hienn deskiñ dre c'hoari). Ar vugale o deus bet ar blijadur ivez da weladenniñ hunva ar skolaj. Un devezh stank ha dudius eo bet, ha levenez a oa en ti!
/image%2F1425692%2F20260125%2Fob_466633_design-sans-titre.png)