Tresadennoù-bev e brezhoneg da welet evit netra war Brezhoweb da vare an Nedeleg, adal hiziv !

Brezhoweb a ginnig daou film bevaat digoust e brezhoneg evit ar familhoù da vare an Nedeleg

-Zog 2 (adal 3 bloaz / dès 3 ans) :
https://www.brezhoweb.bzh/Zog-vezeien-nij-film-bevaat-nedeleg_fiche_4216.html

Ha setu skipailh dibar ar vezeien-nij : Priñsez Perlenn, ar Marc’heg Foetivro hag an Aerouant, Zog. Ober a reont war-dro tud ha loened, met un devezh e sav ur barr-amzer spontus hag e rankont douarañ e porzh ur c’hastell. « Ur briñsez ne c’hell ket mont da vezeg » eme ar roue. Met ar vuhez fañfurluchet a briñsez n’eo ket, e mod ebet, an hini he deus dibabet Perlenn…

-Preñvmeurbet (adal 4 bloaz / dès 4 ans) :
https://www.brezhoweb.bzh/Pre-v-meurbet-film-bevaat-nedeleg_fiche_4217.html

PreñvMeurbet a vez o fichfichal hag o trabasat dizehan. PreñvMeurbet a zo hir-meurbet, PreñvMeurbet ar zo kreñv-meurbet ! Un haroz karadeg a zo anezhañ, pa vez o saveteiñ loened ar jardrin a-hed an deiz. Met piv a zeuio da sikour anezhañ pa vo paket gant Sorser Glazard hag e Frav fallakr ?

 

Hag evel-just e c’hellit ivez mont da welet an traesadennoù-bev kinniget gant Brezhoweb evit ar bloavezh-skol 2023-2024 :

- Arzhig Du (adal 3 bloaz) : Troioù-kaer bevet gant Arzhig du. Bevañ a ra an holl vareoù pouezus a vez e buhez ar vugale.

- Alis & Lewis (adal 4 bloaz)
Troioù-kaer farsus Alis ha Lewis, awenet gant al levr Alis e Bro ar Marvailhoù.

- Disheñvel on me (adal 10 vloaz)
Un dresadenn-vev eus Bro-Japan a gont istor Asahi Kuromine hag a zo e
karantez gant ur sunerez-wad...



Nedeleg laouen deoc’h war Brezhoweb !

Degemer