Gweladenn studioioù Radio Kerne
Izili kleub Radio Jakez a zo bet e weladenniñ studioioù Radio Kerne dec'h e fin an abardevezh. Dedennus kaer e oa displegadennoù Benjamin Bouard, animatour-kazetenner, ha Marianne Vaidie, animatourez-kazetennerez.
Tro o deus bet da atersiñ Marianne diwar-benn he labour gant binviji a-vicher.
Pleustret o deus ivez gant an dafar ec'h enrolliñ ul lodenn eus ur gontadenn prientet ganto e-pad ar c'hleub.
Hag evit echuiñ eo bet lakaet an animatourien da selaou ouzh abadenn gentañ Radio Jakez !
- Un abadenn ho po tro da selaou war ar blog a-benn nebeut😉 -
/image%2F1425692%2F20230321%2Fob_926953_20230320-162116.jpg)
/image%2F1425692%2F20230321%2Fob_77c2c3_20230320-163832.jpg)
/image%2F1425692%2F20230321%2Fob_0c660d_20230320-170110.jpg)
/image%2F1425692%2F20230321%2Fob_dfc704_20230320-170217-0.jpg)
/image%2F1425692%2F20230321%2Fob_f6c6ee_20230320-172222.jpg)
/image%2F1425692%2F20230321%2Fob_c3c1c5_20230320-172230.jpg)
/image%2F1425692%2F20230321%2Fob_a19afb_20230320-172301.jpg)