An Tiegezhioù #3
Tiegezh Kerlusdu oc'h ober kaerskrivañ.
En em strollet e oa an Tiegezhioù (Kerruz, Kerkoulz, Keraes, Kerawenbrim, Kerozen, Keriskis, Kergoad, Kerjentil, Kerarzourien, Kerneud ha Nadoz, Kerviskoul,...) adarre dilun paseet. Hiroc'h e oa ar prantad ar wezh-mañ: 1e30 o deus bet!
Plijus eo bet an eskemmoù etre ar skolajidi eus ar c'hlasadoù ha liveoù all.
A bep seurt obererezhioù a oa kinniget gant an dud gour pe gant ar skolajidi (hervez an tiegezhioù).
Un drugar eo kas ar brezhoneg dre an dudi !