Ar skolajidi ivez o deus votet evit kanaouenn ar skolioù evit ar Redadeg 2022 !
Ar c'hwec'hvedidi hag an diabarzhidi 5vet, 4re ha 3de o deus kemeret perzh e votadeg kanaouenn ar skolioù evit ar Redadeg 2022. Dec'h e oa an deiziad termen evit votiñ. Strollet hon eus tout an dibaboù hag ar muiañ niver a vouezhioù a oa evit....🥁 : kanaouenn "Lise ha Skolaj Diwan Gwened"!
Setu disoc'hoù votadeg Skolaj Jakez Riou:
N°1 Skol Divyezhek André Lefebvre (Ploueg-ar-Mor): 4
N°2 Skol Diwan (Dinan): 2
N°3 Skolaj/Lise Diwan (Gwened): 40
N°4 Skol Diwan (Brest Gwelmeur ): 34
Mouezhiadeg gwenn : 6
A-benn an 03/04 e ouiimp peseurt kanaouenn a vo klevet war hentoù ar Redadeg!
/image%2F1425692%2F20220331%2Fob_bda4e5_29541058-1614124042042276-738998093212.jpg)