Stalioù e brezhoneg
Goude-merenn e oa stalioù e brezhoneg kaset gant ar gasourien, ar skoazellerien hag ar gelennerien evit kas ar preder war implij ar brezhoneg er skolaj.
Ar bevareidi hag ar c’hwec’hvedidi o deus kemeret-perzh er sizhun-mañ hag ar re drede ha pemved a gemero-perzh er sizhun a zeu.
Lañset hon eus an abadenn gant ur c’hoari ( Din an dorn, Divin prim, Piv on? , Bak bihan ...) ha da eil e oa ret stadañ plas ar brezhoneg er skolaj hag al liamm a vez gant pep hini gant ar yezh. Pep hini en deus skrivet dianv e live (- - , -, +, ++ )war ur «post-it» ha goude int bet peget ouzh an daolenn gant ar goulennoù.
War-lerc’h e oa bet lakaet 5 follenn A3 ouzh an taolioù gant pep a c’houlenn skrivet warno. Rankout a rae ar skolajidi respont d’ar goulennoù o skrivañ bewech un dra disheñvel ouzh ar re all.
Hag evit echuiñ ez eus bet ur pennad kendiviz gant an dud gour a gonte d’ar skolajidi « penaos ha perak o deus desket brezhoneg », «perak o deus choazet labourat ´ba Diwan », ...
Frouezhus-tre ha dedennus-kaer e oa ar prantad-se!
/image%2F1425692%2F20211118%2Fob_4a90b2_20211118-135340.jpg)
/image%2F1425692%2F20211118%2Fob_ae289f_20211118-143752.jpg)
/image%2F1425692%2F20211118%2Fob_1931f3_20211118-144408.jpg)
/image%2F1425692%2F20211118%2Fob_69d9ad_20211118-144356.jpg)
/image%2F1425692%2F20211118%2Fob_d1a2ca_20211118-144347.jpg)
/image%2F1425692%2F20211118%2Fob_09d6d1_20211118-144340.jpg)
/image%2F1425692%2F20211118%2Fob_e772ba_20211118-144323.jpg)