Beaj ar re 6ved e Terrug ha Treberon
Ekstra beuz e oa e Terrug gant ar re 6ved ! Kanet hon eus er c'harr-boutin ha gweladennet eo bet sistrerezh Rozavern ha tañvaet zo bet chug-avaloù. An teuzar!
Brav eston eo ar greizenn ha degemerus-tre an dud a labour eno. A-bep seurt obererezhioù a zo bet kinniget d'ar skolajidi : Wave Ski, kraperezh, Paddle (bras & hiniennel) ha gwaregañ.
Predoù a-feson a oa fardet deomp gant Delphine hag ur veilhadeg dreist-ordinal a zo bet kaset gant Sten Charbonneau evit an nozvezh ziwezhañ !