Ur sweat evit ar skolaj
Emañ ar C'huzul-Skoazell o vont da lakaat ober sweats "Skolaj Diwan Jakez Riou". Lañset 'zo bet ur c'hoñkour tresadennoù digor d'ar skolajidi, kerent, kelennerien... Votet e vo gant ar skolajidi hag ur juri a zibabo an dresadenn a vo moulet war ar sweat. E gwerzh e vo ar sweat e fin ar bloavezh-skol. Trugarez d'an holl re o deus kemeret perzh. Embannet e vo disoc'h ar vot dizale.