Abadenn c'hoariva Breizh glas
Digwener noz oa ar re 5ved war al leurenn e sal ar Malamok er Gelveneg evit kinnig o abadenn c’hoariva « Breizh Glas ». C’hwec’h skolaj all eus Kerne ‘oa ‘b ar jeu, pep skolaj a ginnige ul lodenn eus an istor. Lañset ‘oa bet ar raktres gant Céline Soun (La Obra) ur bloaz zo met aet eo d’an anaon Céline ha peadra oa da soñjal ne yafe ket betek penn ar raktres abalamour d'an dra-se. A-drugarez da sikour aktourien eus strolladoù c’hoariva all en deus gellet ar raktres disoc’hañ. Trugarez da Glannon, Tifenn, Tomaz ha Tony da vezañ deuet evit lakaat hor skolajidi da bleustriñ.
Dreist eo bet an abadenn, plijadur zo bet war al leurenn dirak ar sal leun-tenn. Talvoudus ‘oa ivez gwelet skolajidi eus skolajoù all o c’hoari war al leurenn e brezhoneg.