KENDIVIZ DIWAN
D'ar Sadorn 24 a viz Meurzh en doa kemeret perzh ar skipailh pedagogiezh e kendiviz Diwan. Aozet 'oa ar c'hendiviz-mañ gant Kelenn hag an ISLRF (Ensavadur Uhel Yezhoù ar Republik C'hall) e skol-veur Per Jakez Heliaz.
Prezegennoù 'oa bet diouzh ar mintin gant Fanny Chauffin, Michael Hornsby ha Nicole Dolowy-Rybinska. Goude merenn 'oa stalioù labour war doareoù disheñvel da dreuzkas ar yezh ha klozet 'oa an devezh gant tabutoù gant lisedi.
Evit klozañ an abadenn 'oa bet pezh c'hoari "Gwalnyz pe priz ar gwad" e sal c'hoariva Max Jacob.