Pennadoù skrivet gant ar 6veidi e kentelioù Dominig. Trugarez dezho !

 Ar sistrerezh

Ar sistrerezh

D'al lun 14 da 9e e oamp bet er c'harr-boutin ha war-lerc'h 45 mn e oamp bet er sistrerezh (Roz ar Wern).

Ar re 6vet melen hag ar re 6vet glas a oa dispartiet.

Ar re velen a yae d'ar park hag ar re c'hlas d'ar sistrerezh. Cheñchet e voe goude. Tañvaet hon eus avaloù anvet « Kroc'hen ki », un teuzar evit lod ac'hanomp, trenk evit lod all. Goude hon doa evet chug-avaloù ; ar gelennerien o doa bet bannoùigoù sistr. War-lerc'h e oamp bet o welet pelec'h e oa bet plantet ar gwez-avaloù ha goude e oamp bet diouzhtu er c'harr-boutin evit mont da Derrug ; avel spontus a oa.

Ar re a rae war-dro a zo anvet Nicolas ha Jennifer.

 

 

Karr-dre-lien

Karr-dre-lien

Bet omp en ur greizenn-vageal evit pleustriñ gant kirri-dre-lien. Kalz avel a oa an deiz kentañ ha mont a raemp buan-tre. Plijus e oa. Stokiñ a rae ar c'hirri-dre-lien an eil e-barzh egile. An eil devezh e oa kouezhet an avel un tamm. Mont a raemp buan memestra dre ma oa bet lakaet gouelioù brasoc'h. Pa oa achu e oamp gleb ha traezh a oa stag deus hon kroc'henoù.

 

 

Kraperezh war tornaodoù

Kraperezh war tornaodoù

Goude bezañ debret e oamp bet gant ar bus betek Beg Penn-hir evit ober kraperezh gant Charles, ar monitour. Evit ober kraperezh eo ret kaout tri den, unan evit krapat, unan evit derc'hel ar gordenn-surentez hag unan all evit derc'hel ar gordenn. Peder gordenn a oa, da lâret eo, pevar skipailh tri pe pevar den. War-lerc'h 1 eur krapat hon doa kemeret merenn-vihan evit kaout startijenn. Glav a rae pa zistrojomp d'ar greizenn. Pa oa aet kuit ar skipailh 4 e rae glav ivez.

 

 

Surfiñ

Surfiñ

Kroget hon doa gant ar body-surf : ober surf  gant ar c'horf (hep plankenn). Desket hon doa surfiñ gant ur plankenn, met astennet ; goude hon doa klasket mont war-sav war ar plankenn. An devezh kentañ ne oa ket gwagennoù mat evit surfiñ, avel spontus a oa hag ouzhpenn e teue deus ar C'hornôg.  An devezh goude e oa nebeutoc'h avel, neuze e oa gwelloc'h eget an devezh a-raok.

 

D'ar Meurzh hon doa kuitaet Terrug d'an abardaez. Plijus-tre eo bet an daou zevezh holl a-gevret !

Dreist e oa ar pezh hon doa graet war an deiz ha dreist ivez deus noz : ur veilhadeg c'hoarioù a oa bet, nag a blijadur !

Degemer