Top articles

  • Abadenn sport

    21 octobre 2022

    Dec'h 'oa abadenn sport ar skolaj. Choazet o doa ar skolajidi etre un hentad sportoù liesseurt a-stroll pe ur redadeg hiniennel. Lod zo mennet da gemer perzh en abadennoù UNSS a zeu. Plijadur zo bet ! Tro-spered mat ha laouen an holl da gemer perzh. Trugarez...

  • Forom an heñchañ 'ba Karaez

    06 mars 2023

    Hiziv 'oa aozet forom an heñchañ 'ba Karaez. Karget 'oa skipailh ar skolaj da aozañ Kroashent ar micherioù ar bloaz-mañ. Kinniget zo bet d'ar skolajidi un abadenn nevesaet penn-da-benn, betek cheñch anv an darvoud: Forom an heñchañ eo deuet da vezañ....

  • Beaj e bro Euskal : d'ar merc'her 07

    09 juin 2023

    Salud deoc'h! Keloù nevez! Degemeret omp bet dre strolladoù tri e kentelioù sport, matematikoù, kastilhaneg ha sonerezh. Estreget ar gentel kastilhaneg e oa kaset pep-tra en euskareg. Div eurvezh kentel hon eus graet ganto. Ha da c'houde hon eus graet...

  • Beaj e bro Euskal : d'ar sadorn 10

    12 juin 2023

    Kaset hon eus an devezh a-bezh e Bilbao. Diouzh mintin hon eus baleet er gêr istorel hag un amzer dieub hon eus bet a-raok debriñ ur piknik. Ha goude-merenn hon eus gweladennet mirdi Guggenheim. Nag a oberennoù souezhus ha kaer a oa! Ha siwazh deomp,...

  • Beaj degemer ar 6vedidi e Terrug 2/2

    15 septembre 2023

    Setu keloù nevez eus Terrug ! Evit an eil devezh e oa raktreset krapat ha waveski (evit ar strolladoù n'o doa ket graet dec'h), paddle ha gwarega. Ur veilhadeg a oa diouzh an noz. Brav eo an amzer ba Terrug. Ar sell war ar mor adalek ar c'hambreier a...

  • EMGAVIOÙ NEDELEG ER SKOLAJ

    21 décembre 2015

    A-barzh mont e vakañsoù o deus bet plijadur an dredeidi o tiskouez o dudi da c'hwec'hveidi dre stalioù. E-touez traoù all e oa troterez, mell-baner, livañ an ivinoù, sevel ur vandenn dreset, dañsal... Un digarez d'ober gwelloc'h anaoudegezh ha da gaout...

  • ARZOÙ E 4RE KLAS : SELLOUT OUZH UN OBERENN EN UN DOARE DISHEÑVEL

    03 février 2016

    Evit ar wech kentañ eo bet lakaet ar 4reidi da labourat war an oberenn ''High Voltage Picture'' (1965) savet gant Martial Raysse. Er bloavezhioù 1960 e voe perzh Martial Raysse el luskad arzoù anvet gwirvoudelezh nevez, ul luskad tost d'ar Pop Art amerikan....

  • AMERICAN VILLAGE

    04 mai 2017

    Plijadur zo e-leizh gant ar vugale amañ, dispar eo ar skipailh ha brav-kenañ al lec'h. Staliet mat emaomp holl, mat ar boued, n'eus ket bet re a sotonioù... Mat pep-tra ! Sportoù a-bep seurt a zo bet, c'hoarioù, sketchoù, kentelioù zoken ! Un devezh da...

  • Stummadur d'ar jestroù saveteiñ

    23 juin 2017

    An holl dredeidi a zo bet o heuliañ ur frapad kentañ sikour. Ne oa ket ar PSC1 met ur stummadur a-bouez memestra, enni ar jestroù saveteiñ retañ, hag anvet alese "Les gestes qui sauvent".E-pad teir eurvezh eo bet ar skolajidi, dre strolladoù 10, o teskiñ...

  • Abadenn c'hoariva Breizh glas

    09 avril 2018

    Digwener noz oa ar re 5ved war al leurenn e sal ar Malamok er Gelveneg evit kinnig o abadenn c’hoariva « Breizh Glas ». C’hwec’h skolaj all eus Kerne ‘oa ‘b ar jeu, pep skolaj a ginnige ul lodenn eus an istor. Lañset ‘oa bet ar raktres gant Céline Soun...

  • Priz ar Yaouankiz

    14 juin 2019

    Dec'h 'oa bet er skolaj disoc'h kenstrivadeg "priz ar yaouankiz". Holl grennarded ar skolaj o doa kemeret perzh er raktres. Deuet 'oa Fanny Chauffin, kenurzhierez ar raktres ha pedet 'oa bet skrivagnerien evit eskemm gant ar skolajidi: Yann Fañch Jacq,...

  • TRUGAREKADENN PADRIG EVIT GOUEL AR 17

    21 juin 2016

    Ur gouel kaer a zo bet aozet gant ar c'huzul-skoazell. Trugarez d'an holl dud a youl vat o deus roet dorn d'ober un darvoud brav. Kanet brav o deus hor skolajidi bet desket gant Dominig. Skolajidi ouzhpenn o deus kanet, o deus sonet, dañset. Evit kimiadiñ...

  • YANN BIJER EN TI

    30 juin 2016

    Plijadur o deus bet an dredeidi e tegemer ar skrivagner bigoudenn da eskemm ganto war al levr Avel Gornôg bet studiet e-toug ar bloavezh-skol. Ur goulenn gant unan yaouank ha teod ar skrivagner, ar c'honter da redek ha da zeredek. Saourus eo bet an divizoù...

  • 3DE KLAS - PAKADIÑ KADORIOÙ

    05 juillet 2016

    Brudet-tre eo an arzour Christo e anv, ha boas e vez da bakadiñ a bep seurt lec'hioù ha savadurioù er bed. Er mare-mañ e kinnig un oberenn nevez e lenn Iseo en Italia, ha niverus-tre eo an arvesterien. Da echuiñ gant ar bloavezh-skol ha gant o bloavezhioù...

  • Nozvezh Gala

    22 juin 2018

    Dec'h 'oa aozet gant ar re 3de an nozvezh gala. Kroget eo an abadenn gant un tournamant melldroad ha plijadur o deus bet ar re 3de Melen da vezañ trec'h war skipailh ar re gozh (en em gavet e gourfenn memestra!) Tem an treuzwiskañ ar bloaz -mañ, choazet...

  • Istorioù ar Redadeg

    17 avril 2018

    Degemeret eo bet hiziv ar skolajidi 6ved gant Pierre Mens-Pégail ha Fanny Chauffin e mediaoueg an Ursulined 'ba Kemper. Deuet 'oa ivez skol diwezhek Pluguen. Kinniget zo bet gant pep skipailh an istor savet ganto diwar benn ar Redadeg.A bep seurt traoù...

  • BEC'H D'AN TRI MENT !

    10 avril 2017

    Goude labourat gant daou vent e oa bet lakaet ar c’hec’hveidi da gaout un tañva eus ul labour e tri ment. Pleustret e oa bet da gentañ gant an holl gant an hevelep skouer : ur penn-ti breton, eeun a-walc’h ar sevel anezhañ. Met peadra da gompren ar pep...

  • CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG

    27 septembre 2016

    Penaos ober anaoudegezh gant ar re all pa erruer er skolaj e c'hwec'hvet klas ? Bevañ tri devezh asambles eta ! Eus al Lun 12 betek ar Merc'her 14 a viz Gwengolo e oa bet an daou glasad 6ved gant pemp ambrouger(ez) o pourmen war-zu Ledenez Kraoñ e Terrug....

  • REDADEG 2016, KM AR SKOLAJ

    21 juin 2016

    Prenet e oa bet ar c'hm 1494 ganeomp. Divizet e oa bet gant skipailh ar skolaj e vije douget ar vazh-test gant ur brezhoneg pe ur vrezhonegerez kalonek a bep live klas. A-raok kroashent-tro Kervoazan eo bet tapet ar vazh-test gant Youna Flammer (6ved)....

  • UR C'HENAVO DIWEZHAÑ E BREZHONEG HAG E JAPANEG

    30 juin 2016

    D'ar Yaou 16 a viz Even e oa bet kinniget ur gentel karate-do (eus ar skol “Shôtôkan Ryu”) d’an dredeidi, gant Kristell ha Sandrine. Implijet e veze ingal analerezh ar c’harate e kentelioù Kristell, da zegas startijenn d’ar skolajidi. E penn kentañ tout...

  • ARREBEURI AN DREDEIDI

    17 décembre 2015

    Emañ hor skolajidi trede klas a-zevri oc'h ober arrebeuri paper-kaot er prantadoù teknologiezh gant Hélène. Deskiñ sevel ur raktres ha kas anezhañ da benn eo pal an embregadeg-mañ. Studiet eo bet gant ar skolajidi eta an teknikoù diazez evit sevel arrebeuri...

  • LIVAÑ HON ANV HAG HOR MENNAD !

    12 juin 2015

    Dec'h hag hiziv ez eus bet livadeg war mogerioù ar bratell. Skolajidi an trede dindan renerezh arzel ampart Jeanne a zo bet o livañ daou benn hor pratell. Eus un tu SKOLAJ DIWAN JAKEZ RIOU gant poltred ar skrivagner hag eus an tu all FIÑV DA YEZH. Gant...

  • Gouleier nevez

    14 mai 2023

    Un taol kaer ! Deuet eo a-benn un dek bennak a dud da cheñch gouleier 10 sal klas disadorn ! Tennet zo bet ar gouleier neon kozh ha staliet plakennoù LED. Beveziñ 'raimp 224 Watt e pep sal, e lec'h 600 Watt a-raok ! Espern 'vo...ha kalz bravoc'h ar gouloù....

  • Pezh-c'hoari al liseidi

    20 décembre 2018

    Dilun 'oa deuet liseidi evit kinnig d'ar skolajidi 4re ha 3de klas o fezh-c'hoari. Ar bloavezhioù tremenet 'oa bepred pezhioù c'hoari farsus kinniget d'ar skolidi ha d'ar skolajidi yaouankañ met n'eo ket choaz ar bloaz-mañ; kavet en deus gwelloc'h skipailh...

  • Lid enor Dominig

    22 janvier 2024

    GOURLEN ER GELVENEG da eñvor Dominig JOLIVED Ne oa ket c'hoazh mare reverzhi gedez P'edomp e dibenn miz genver, Petra an diaoul,eta a c'hoarvez, Heoliet ha gouyen e oa an amzer. Ur c'harter eus ar Gelveneg aloubet, Ur morad tud a oa er biojoù, Tud yaouank,...

<< < 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 20 30 > >>