REDADEG 2016, KM AR SKOLAJ
Prenet e oa bet ar c'hm 1494 ganeomp. Divizet e oa bet gant skipailh ar skolaj e vije douget ar vazh-test gant ur brezhoneg pe ur vrezhonegerez kalonek a bep live klas. A-raok kroashent-tro Kervoazan eo bet tapet ar vazh-test gant Youna Flammer (6ved). Goude-se eo bet roet da Zina (5ved), da C'hurvan (4re) ha da Dangi (3de). Lañs ha plijadur a oa o redek, o youc'hal, hag o vezañ asambles. Straed Paul Borossi, hini Pont-'n-Abad, ar C'hap Horn hag ar c'haeoù war-zu kreiz-kêr. Kalz eus ar skolajidi o deus dalc'het da redek e kreiz-kêr Kemper. Pomperien, Bagad Glazik, Bagad Penharz, Radio Kerne, Div Yezh, ar c'huzul-kêr... Bev-buhezek eo bet an traoù e kêr-benn Kerne. Da venegiñ ivez e oa bet diskouezet savadenn diapozitivoù ar 5 M diwar-benn an anvioù-lec'h brezhonek en ur stand war leur-gêr Sant Kaourantin !