Goude labourat gant daou vent e oa bet lakaet ar c’hec’hveidi da gaout un tañva eus ul labour e tri ment. Pleustret e oa bet da gentañ gant an holl gant an hevelep skouer : ur penn-ti breton, eeun a-walc’h ar sevel anezhañ. Met peadra da gompren ar pep pouezusañ : labourat gant ur reolenn hag ur skouer, muzuliañ, didroc’hañ kempenn, ha chom hep disoñjal an teodennoù, da c’hellout pegañ da c’houde.

          Ha setu pep hini deuet da vezañ arkitektour(ez), mañsoner(ez), toer(ez)… Diharz an ijin, betek sevel tour un aerborzh, stalioù, met ivez kenaozañ pep tra, ouzhpennañ ur feunteun, tud… Meskañ al labourioù, deskiñ labourat gant skolidi all. Deuet eo brav gant an holl anezho, gourc’hemennoù ! En trede trimiziad e vo staget gant al livaj.

BEC'H D'AN TRI MENT !
BEC'H D'AN TRI MENT !
BEC'H D'AN TRI MENT !
BEC'H D'AN TRI MENT !
BEC'H D'AN TRI MENT !
BEC'H D'AN TRI MENT !
BEC'H D'AN TRI MENT !
BEC'H D'AN TRI MENT !
BEC'H D'AN TRI MENT !
BEC'H D'AN TRI MENT !
BEC'H D'AN TRI MENT !
BEC'H D'AN TRI MENT !
BEC'H D'AN TRI MENT !
Degemer