Brudet-tre eo an arzour Christo e anv, ha boas e vez da bakadiñ a bep seurt lec'hioù ha savadurioù er bed. Er mare-mañ e kinnig un oberenn nevez e lenn Iseo en Italia, ha niverus-tre eo an arvesterien.

          Da echuiñ gant ar bloavezh-skol ha gant o bloavezhioù er skolaj e oa bet lakaet an dredeidi da bakadiñ o c'hadorioù. Un oberenn e teir ment neuze, ha savet er-maez, evel un delwenn pe ur staliadur.

          Digarez neuze da labourat war meur a dra : petra a bakader er vuhez pemdez? Profoù, met ivez traoù a fell deomp mirout kempenn. Petra eo perzh ar pakad ? Gwareziñ, met ivez kuzhat ha lakaat splann war-wel war un dro. Ranket o doa ar skolajidi kemer e kont perzhioù fizikel ar c'hadorioù ivez : c'hoarvezout a ra e teufe ur soñj deomp, met goude-se e rankomp gwelout ha posupl eo da sevel e gwirionez.

          Chomet e oa an oberennoù war ar porzh da-geñver gouel ar skolaj.

3DE KLAS - PAKADIÑ KADORIOÙ
3DE KLAS - PAKADIÑ KADORIOÙ
3DE KLAS - PAKADIÑ KADORIOÙ
3DE KLAS - PAKADIÑ KADORIOÙ
3DE KLAS - PAKADIÑ KADORIOÙ
3DE KLAS - PAKADIÑ KADORIOÙ
3DE KLAS - PAKADIÑ KADORIOÙ
3DE KLAS - PAKADIÑ KADORIOÙ
3DE KLAS - PAKADIÑ KADORIOÙ
3DE KLAS - PAKADIÑ KADORIOÙ
Degemer