Penaos ober anaoudegezh gant ar re all pa erruer er skolaj e c'hwec'hvet klas ? Bevañ tri devezh asambles eta !

 

          Eus al Lun 12 betek ar Merc'her 14 a viz Gwengolo e oa bet an daou glasad 6ved gant pemp ambrouger(ez) o pourmen war-zu Ledenez Kraoñ e Terrug. Da gentañ e oamp bet degemeret e sistrerezh Rozavern gant Jen ha Nico evit ur weladenn en ti-feurm e brezhoneg evel-just ! Gant luc'hskeudennoù e oa bet diskouezet ha displeget deomp ganti ar mod d'ober war-dro an avaloù betek fardañ chug ha sistr. Da heul hon doa graet tro ar mekanikoù hag evit echuiñ hon doa bet tro da dañva chug avaloù ha kaotigell eus ar c'hentañ ! Mersi bras dezho !

          Degemeret e oamp bet goude er greizenn lojañ gant Laurent : bod ha boued a-zoare evit chom yac'h ha kaout startijenn evit ober sport ! 5 strollad a oa bet savet, merc'hed / paotred o tont eus a bep seurt skolioù, gwelloc'h evit ober anaoudegezh.

          Sportoù dispar a oa bet kinniget deomp : surf ha waveski, karr-dre-lien (+ megacraft evit lod) e Trezbeleg, ha kraperezh e Penn-Hir : monitourien ampart ha sichant-tre a rae war hon tro : Nag a blijadur !!!! Un digarez dreistordinal evit ambrougerien ar skolajidi da welout anezho e diavaez ar salioù klas !

          Da noz, daoust d'ar skuizhder e oa bet aozet div veilhadeg : c'hoari e brezhoneg gant Sten Charbonneau da gentañ hag ur fest-noz da eil : c'hoarzh, kan, sonerezh, plijadur e-leiz !

          A-raok kuitaat Terrug ha distreiñ d'ar skolaj e oa bet kinniget deomp gant Yann-Bêr Kemener ha Padrig an Habask gweladenn Milin Penn ar Stank  bet adsavet gant tud kevredigezh Eost : Pinvidik ar gaoz, dedennus-tre istor ar vilin-se, gwechall ha bremañ. Mersi bras dezho !

 

Ha setu ni bremañ, leun hor penn gant eñvorennoù brav !

Trugarez vras :

  • Da Ninnog L. evit bezañ aozet lodenn vrasañ ar veajig-se.
  • Da Laurent B. ha d'e skipailh evit an degemer, ar predoù hag ar c'hentelioù sport.
  • Da C'h/Gaëlle B., Fañch B., Hoel M. ha Juluen C., keneiled leun a stratijenn hag atav imoret mat !
  • D'ar skolajidi ivez evel-just !!!!!!

 

Ha ma yafemp en-dro ar bloaz a zeu ?

 

Marine G.

CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
CHOMADENN AR RE 6VED E TERRUG
Degemer