TRUGAREKADENN PADRIG EVIT GOUEL AR 17
Ur gouel kaer a zo bet aozet gant ar c'huzul-skoazell. Trugarez d'an holl dud a youl vat o deus roet dorn d'ober un darvoud brav. Kanet brav o deus hor skolajidi bet desket gant Dominig. Skolajidi ouzhpenn o deus kanet, o deus sonet, dañset. Evit kimiadiñ diouzhin e oa deuet ivez familhoù eus ar bloavezhioù kent, izili gent eus ar c'huzulioù-merañ ha skoazell, tud yaouank bet skolajidi amañ, liseidi a-vremañ, kelennerien a lec'h all, familh.
Aozet brav e oa bet an traoù, profoù a bep seurt, diaporama... Kement-se holl e c'hwezh vat ar c'hrampouezh. Amzer dereat evit gellout debriñ er-maez ha pakañ ur banne er stand tavarn. War un ton simpl e oa an traoù, nemet gant ar gavotenn...
Trugarez ez ispisial da Youenn en deus labouret hep damant ouzh e boan da brientiñ evit ma vefe prest brav pep tra, da staliañ ha da zistaliañ. Trugarez da Erwan evit pep tra !