Pezh-c'hoari al liseidi
Dilun 'oa deuet liseidi evit kinnig d'ar skolajidi 4re ha 3de klas o fezh-c'hoari. Ar bloavezhioù tremenet 'oa bepred pezhioù c'hoari farsus kinniget d'ar skolidi ha d'ar skolajidi yaouankañ met n'eo ket choaz ar bloaz-mañ; kavet en deus gwelloc'h skipailh ar bloaz-mañ kinnig un tem a lakfe ar grennarded da brederiañ war ar feulster, gwall efed an drammoù war an dud. Diwar pezh-c'hoari Jan Veldman o deus labouret, sikouret gant troidigezh Goulc'han Kervella. Aktourien eus ar c'hentañ ha brezhoneg livet brav, Trugarez vras d'al liseidi!
Goude ar pezh-c'hoari 'oa bet un pennad kendiviz etre al liseidi hag ar skolajidi 3de klas ha, da heul, un emvod kelaouiñ war an hentañ gant Dora Vargas, renerez nevez lise Diwan Karaez, Ronan Ménardeau, Jil Quillivere ha kerent ar skolajidi 3de.
Les élèves de l'atelier théâtre du lycée Diwan de Carhaix sont venus hier après-midi jouer une pièce de théâtre devant les 4èmes-3èmes du collège Diwan Jakez-Riou de Quimper. Un moment ...
Pennad Penhars Infos.