YANN BIJER EN TI
YANN BIJER EN TI
YANN BIJER EN TI
YANN BIJER EN TI
YANN BIJER EN TI
YANN BIJER EN TI
YANN BIJER EN TI
YANN BIJER EN TI
YANN BIJER EN TI
YANN BIJER EN TI
YANN BIJER EN TI
YANN BIJER EN TI

Plijadur o deus bet an dredeidi e tegemer ar skrivagner bigoudenn da eskemm ganto war al levr Avel Gornôg bet studiet e-toug ar bloavezh-skol. Ur goulenn gant unan yaouank ha teod ar skrivagner, ar c'honter da redek ha da zeredek. Saourus eo bet an divizoù ha plijet an holl. Ha pep yaouankiz mont da heul ar gaoz da c'houl siniñ e levr, ar pezh a voe graet gant habaskted.

 

 

 

            Gant ar re 6ved e oa bet studiet ur romant polis evit ar re yaouank : Marvet war vor. A boan degouezhet ar skrivagner er sal glas, ma stourme ar skolajidi evit sevel o dorn an uhelañ ar gwellañ evit bezañ gwelet ha sevel goulennoù. Ha bec'h d'an eskemm ! Frouezhus ha leun a fent e-giz ma oar Yann Bijer ober. Peadra da zeskiñ ur bern diwar e benn, e oberennoù hag e liamm gant ar brezhoneg. Ur blijadur hag un enor, Mersi bras, Yann Bijer, ha d'ar c'hentañ gwel' !

Degemer