UR C'HENAVO DIWEZHAÑ E BREZHONEG HAG E JAPANEG
D'ar Yaou 16 a viz Even e oa bet kinniget ur gentel karate-do (eus ar skol “Shôtôkan Ryu”) d’an dredeidi, gant Kristell ha Sandrine. Implijet e veze ingal analerezh ar c’harate e kentelioù Kristell, da zegas startijenn d’ar skolajidi.
E penn kentañ tout e oa bet desket penaos saludiñ : ar “Rei” e japaneg. Ur prantad prederi bihan zo bet da heul : pellaat diouzh ar vuhez pemdez evit en em greizennañ e oa ar pal. Goude e oa bet tommet ar c’horf , hep disoñjal ar bouzelloù, kreiz energiezh ur c’harateka.
Tri frantad a zo bet goude :
“ Kion »: heuliadenn ar jestroù a vez implijet e-pad ur “Kata”.
« Kumite », an emgann : er prantad-mañ, e oa bet kelennet d’ar skolajidi penaos jediñ ar “Mâ”, ar pellder a zo da vuzuliañ etre daou zen evit un emgann. Ar pal a oa ivez deskiñ sellet ouzh an hini a zo dirazoc’h evit gwelout anezhañ penn-da-benn. A-drugarez da se, e vez gwelet pegoulz skeiñ pe ar c’hontrol, kilañ. Desket e vez ivez an doare analañ. Dont a ra un den da vezañ bresk pa vez oc’h alanañ : ar mare gwellañ evit skeiñ eo!
« Kata » : un emgann dec’hmegel gant kodoù eo. Kristell ha Sandrine o deus kinniget « Heian Shodan” , ar c’hentañ “kata” a vez desket. Displeget o doa petra eo ha da betra e servij ar “Kiai”: huchal a ra ar c’harateka div pe deir gwech e-pad ur “Kata”, pa vez touchet pe lazhet an enebour (sañset). Ha n'eus nemet d'ar mare-se ma klever tud o huchal e-pad ur prantad karate : Bruce Lee a rae Kung-fu ha n’eo ket karate heñ :) !
Plijadur a zo bet a bep tu : ar skolajidi dedennet o tizoloiñ filozofiezh ar c'harate, hag an div gelennerez o welout an holl o kemer perzh brav.
Trugarez da bep hini ac'hanoc'h, arigatô gozaïmash'ta !