Beaj degemer ar 6vedidi e Terrug 2/2
Setu keloù nevez eus Terrug !
Evit an eil devezh e oa raktreset krapat ha waveski (evit ar strolladoù n'o doa ket graet dec'h), paddle ha gwarega. Ur veilhadeg a oa diouzh an noz.
Brav eo an amzer ba Terrug. Ar sell war ar mor adalek ar c'hambreier a blij kalz d'ar skolajidi ... ha d'an ambrougerien ivez evel-just !
Chom a ra un devezh d'ar skolajidi evit profitiñ eus ar mor!