DEVEZH AR 4REIDI E LISE DIWAN KARAEZ
Hiziv devezh ispisial evit hor pevareidi. Da 11e e oant azezet klet e sinema ar Glenmor e Karaez evit arvestiñ ouzh filmoùigoù berr savet gant skolajidi ha gant liseidi. Da heul e oa dav dibab ar film en doa plijet dezho ar muiañ.
Merenn da heul, kig yar ha fritez, mar plij !
Un droiad dre al lise, heñchet gant o diaraogidi, liseidi eilvet klas bremañ. Ur selaou hag ul lenn ha kompren, respontoù da dapout tamm-ha-tamm ha da wiriañ a-strolladoùigoù azezet war al leton a-gelc'hiadoù.
C'hoarioù pobl en ur c'harrdi bras a-ratozh. Paledoù da deurel e boestoù kombodek, boultenn, paledoù war garrezennoù, kilhoù, galoj... c'hoarioù liesseurt prientet gant un den a youl vat a Garaez. Digarez da amprouiñ an ampartiz ha da gaout plijadur.
Merenn vihan da heul hag embannadur prizioù ar filmoù, hogen sonet e oa dija kloc'h an distro evit hor skolajidi. O welet ar c'himiadoù padus e oa anat o doa bet hor skolajidi amzer d'ober anaoudegezh gant o c'henseurted ag ar skolajoù all.
Trugarez da dud al lise evit o degemer !