ARIZMENDI-JAKEZ RIOU, BEAJ ARRASATE, 18-24 A VIZ EBREL 2016
Un nebeud notennoù ha santadurioù diwar-benn ar veaj.
39 skolajiad, 22 a Gemper, 17 a Wened, pevar ambrouger, Maï-Wenn, Padrig, Verónica ha Camille.
Un diaez evit kregiñ, gant ur gudenn mekanikerezh merzet e Lannarstêr gant Eneko, blenier ar c'harr-boutin. "El tensor", d.l.e. ar pezh a servij da stignañ lêrenn-gas ar c'heflusker a oa aet laosk pa oa lamet ur graouenn. Ha bec'h gant ar blenier da renkañ an traoù, peadra da vont betek ur c'harrdi, tost d'an Alre. Gant Eneko e-unan eo bet lakaet ar pezh nevez e plas ! Blenier sioul ha seder ha mekanikour mat war ar marc'had ! Gantañ omp bet kaset da Gemper ivez war an distro.
Meurzh e Arrasate. Plijadur forzh pegement a zo bet gant ar c'hoarioù pobl. Un digarez vrav evit lakaat Bretoned hag Euskariz da c'hoari asambles.
E Gernika e oa bet talvoudus-tre displegadennoù sklaer Idoia diwar-benn bombezadeg Gernika, gweladenn en ur goudorlec'h... Siwazh e oa un dalc'h eus Bodadeg Veur Bizkaia e ti ar Vodadeg ha n'hon eus ket gellet gweladenniñ na mont da welout dervenn
Gernika !
Ur bourmenadenn gaer goude kreisteiz betek koad Oma m'en deus al livour Agustin Ibarrola livet stummoù war gefioù ar gwez-pin. Ur mare arsav a-strolladouigoù en un endro marzhus, pell diouzh safar ar bed a-vremañ !
E Donostia e mirdi Eureka eo bet plijet ar skolajidi gant ar skiantoù oc'h ober arnodoù dudius. Deskiñ dre ar c'hoari hag an dedenn ! Spered a-stroll a oa gant Euskariz ha Bretoned asambles.
E Bilbo gweladenn mirdi Guggenheim, heñchet gant selaouelloù, diskouezadeg Louise Bourgeois hag un diskouezadeg kaer eus oberennoù a Skol Pariz. Arzourien euskarat ivez, kizellerien, Chillida hag Oteiza. Chañs hon eus bet gant an amzer rak, koulz en deiz-se hag en deizioù all, n'omp ket bet paket gant ar glav. Gellet ez eus bet eta pourmen e kêr gozh Bilbo pe war ar c'hlann all da-gaout ar stalioù bras...
Birvilh ha plijadur etre Euskariz ha Bretoned yaouank oc'h en em gaout, oc'h en em aozañ. Plijadur ivez gant an ambrougerien gant ar vignoned euskarat...
Evit strollad Kemper emañ ar merc'hed da vezañ trugarekaet. Emzalc'h war an tu mat ha prest da sikour, ha brezhoneg ganto ! Brav, kendalc'hit !