AR VUGALE BLEIZ
D'ar 16 a viz Meurzh e oamp bet er sinema o sellout ouzh ur film : « Ar vugale bleiz », un dresadenn vev anezhañ. Ur manga eus bro Japon, graet gant Mamoru Hosoda.
Fromet e oamp bet gantañ. Souezhus e oa an tudennoù, den ha bleiz war ar memes tro. Tennañ a rae an tresadennoù d'ar wirionez, e-giz ma vije bet filmet. Ha koulskoude dremmoù an dud a oa treset mod ar mangaioù, gant nebeut a dresoù. Kit da welet ar film-se !
Setu an tudennoù a vo kavet er film :
Blev du he deus evel pluennoù ur vran. Ur sae gwenn evel an erc'h he deus, ha brav eo ar sae-se. He daoulagad 'zo gell sklaer evel kef ur wezenn. Jentil eo, speredek eo.
Bugale bleiz he deus bet gant un den bleiz. 19 vloaz he doa p'he doa graet anaoudegezh gant an den bleiz. Maget he doa karantez ouzh an den bleiz. Souezhus eo magañ karantez ouzh ur bleiz. Jentil eo an den bleiz hag ouzhpenn se n'he doa ket aon raktañ. Ha plijout a rae dezhi ar bleizi.
Gwaz Hana eo. Blev glaz-du ha hir en deus. Ur vantell zu war un tee-shirt gwenn a vez gantañ. Jentil eo, met ne ouezomp ket hag-eñ ez eo jentil gant toud an dud pa vez e stumm ur bleiz. Moan ha bras eo. Gouest eo da cheñch neuz pa fell dezhañ. Hanter-zen, hanter-vleiz eo. Iskis eo !
Ur plac'h hag ur bleizez eo war ar memes tro. Dirollet eo pa vez bleizez, feuls e c'hell bezañ honnezh. Gant ur vrozh e vez an aliesañ, pa vez bleiz e vez staget he brozh tro dro d'he goûg. Blev gell he deus, gell sklaer eo he c'horf pa vez bleiz. Moan eo Yuki, divskouarn bras a-walc'h he deus.
Dastum a ra teñzorioù en ur voest : eskern loened ! Souezhus eo peogwir e tastumer bravigoù d'an oad-se boas : traoù lufrus, perlezennoù, troioù-goûg ha troioù-brec'h…
Ame a c'hell cheñch neuz ha dont da vezañ bleiz ! Blev liv ar mein-glas en deus neuze, ha daoulagad gell.
Pa vez den e vez treut, gwenn eo e groc'hen, ha lentik eo. Un tee-shirt gwenn a zo gantañ.
Blev du ha daoulagad du evel an noz en deus. Bihan eo, ha sklaer evel an aer eo e groc'hen. Jentil eo gant Yuki. Gwisket eo evel ur paotr yaouank : un tee-shirt glas evel ar mor hag ur bragoù berr en deus.
C'hoant en deus da dec'hout kuit evit bezañ boksour, peogwir n'eo ket plijus e dud gantañ. Troc'het eo bet e skouarn gant Yuki ! Peogwir ne rae nemet hegasiñ anezhi. Cheñchet neuz he doa neuze Yuki : deuet da vezañ bleizez ! Ha skilfet he doa e skouarn.
Drouk eo e penn kentañ ar film met jentil eo war ar memes tro. Iskis eo un tammig. Fichet eo e vlev en un doare iskis. Blev gwenn en deus. N'eo ket gwall vrav : roufennet eo. Dilhad gwenn en deus : roched, bragoù. Souezhus eo peogwir drouk e vez an tad-kozh gant Hana evit reiñ sikour dezhi : deskiñ dezhi labourat an douar ha gounit avaloù-douar mat.