NA PEGEN BRAV EO KLEVOUT AC'HANOUT O KOMZ BREZHONEG !
Evel bep bloaz e oa deuet Pepe hag e skipailh gant ur mennozh-stur evit an eskemm. Kement-mañ moulet war ur blakennig ha war mailhurennoù. Trugarez dezho ivez evit al levr pedagogiezh, pedagogiezh ar fiziañs, embannet gant skipailh Arizmendi Ikastola dindan renerezh Amaia Antero.
Er bloaz-mañ 16vet darempred eskemm etre skolaj Diwan Jakez Riou hag Arizmendi Ikastola. 19 skolajiadez a oa, ambrouget gant Pepe ha Xabier Zubizarreta, ur mignon, maer bet Arrasate, kouviad a enor. 16 skolajiad all a oa chomet e Gwened gant Ana hag Arantxa.
Deuet e oa an amzer gaer, poent a-walc'h e oa, gant Euskariz. Gwener vintin er skolaj : lein, lidoù an degemer, kanaouennoù, dañsoù, krampouezh. Deuet eo brav Txoria-txori e euskareg hag e brezhoneg gant an 3deidi bet desket gant Dominig hag ur c'han fentus ha lusket mat e kastilhaneg a zo bet gant tredeidi Maï-Wenn.
Goude merenn hor boa graet un dro dre greiz-kêr Kemper, Lokmaria, Menez-Fruji, leur-gêr Sant-Kaourantin hag ur c'hoari anavezout Kemper dre skipailhoù a oa aozet. Dibenn-sizhun er familhoù. D'al Lun e oa aet Euskariz da weladenniñ kêr-Wened. D'ar Meurzh ar gêr gloz e Konk-Kernev. Degemer e ti-kêr Kemper da 11 eur gant an ao. Doucen, eil maer e karg eus ar brezhoneg. Trugarez da Yann ha da Glervi o deus sonet evit hon ambroug betek sal al lidoù. Komzoù a bouez war ofisialegezh an euskareg hag an hir a hent a chom d'ober e Kemper a zo bet. Ret kaout oberoù da heul !
Lokronan, Beg an Dorchenn... gant an amzer vrav bepred. Blenier Goierri Bus, Juan Carlos, a anavez ervat hentoù ha gweledvaoù hor bro ouzh rod-stur e garr-boutin, koulz ha war varc'h-houarn asambles gant Pepe ...
Ar Merc'her diouzh an abardaez e oa dija deuet poent ar c'himiadiñ. Berr-berr ! Berr-berr ivez an amzer da dremen a-raok ma 'z aimp-ni, d'hon tro, betek o bro. A-benn an 18 a viz Ebrel e kemerimp penn an hent !