KPE 3DE GANT BRIEG GUERVENO
KPE 3DE GANT BRIEG GUERVENO
KPE 3DE GANT BRIEG GUERVENO
KPE 3DE GANT BRIEG GUERVENO
KPE 3DE GANT BRIEG GUERVENO
KPE 3DE GANT BRIEG GUERVENO
KPE 3DE GANT BRIEG GUERVENO
KPE 3DE GANT BRIEG GUERVENO

Deuet e oa ar sizhun-mañ Brieg Guerveno hag e strollad da labourat gant hor skolajidi 3de klas war o raktres KPE "sevel ur ganaouenn". Deuet eo brav an disoc'h ganto.

Trugarez da Brieg, d'ar sonerien, da Ti ar Vro evit bezañ sikouret ac'hanomp war ar raktres, d'ar gelennerien hag evel-just d'ar skolajidi.

 

Setu an 2 ganaouenn a c'hellit selaou :

Setu istor ar paour-kaezh Yann a vez atav o klask e skramm

Karout 'rafe bezañ un den milvrudet,

met bep noz e vez e unan kollet

Bemdez e vez peget dirak ar skramm,

Ar rouedadoù sokial zo d'añ evel un dramm

Pa vez er maez n'en deus den da welet,

'ra ket 'met sellet e bellgomzer muiañ karet

Pa dap ar metro 'vez ken deus ar bed tro-dro

Facebook, snapchat, twitter zo deuet da vezañ e vro

Pa 'vez ken damgousket dirak an tele

e vez astennet gant e hezoug 'barzh e wele

Dispign ra tout e arc'hant, fin, hini e vamm.

Gantañ 'yelo ket ar gloan da stamm

Pa vez o peuriñ war e urzhiataer

'Ra ket 'met klask kaout ur bern follower

Ober ra snapoù e-pad e veajoù

memes pa vez e unan war ar poltredoù

Atav 'vez ret dezhañ prenañ an hini diwezhañ,

I phone 1000 euro, piv a laero ?

Dring, Dring, ar pellgomz o seniñ

Yann 'vez atav o respontiñ

10 000 den o kamaladiñ

Met den ne oar piv er ranndi

Roll an devezh a zo

Karout, rannañ, follow

War e bellgomzer eo milanavezet

Met pa ya er maez n'eo ket mui den ebet

Diskouez 'ra e vuhez prevez

Atav o sellet ouzh ar c'heloù nevez

Ar bed tro dro dezhañ 'vel un hunvre

'Barzh an tele 'soñj dezhañ 'mañ ar wirionez

War ar rouedadoù tapet mignoned bep s'un

En da vuhez gwir 'gollez 'ne'o bep lun

Tweet 'ra noz ha deiz

gant hachtagoù e-leizh

Un dra didalvez war Facebook

An hini kentañ 'vez o welout

Anvet on Tara a orin eus Siria

Diwar ar brezel 'm eus kollet pep tra

Me 'garfe mont kuit, bevañ ma frankiz

Pe kaout peoc'h ha repu em bro ken kriz

 

DISKAN :

Frankiz 'garfemp ni

Peoc'h 'garfemp ni

Heol 'garfemp ni

Sevel ha talañ 'vit pareañ poanioù ar bed

 

Anvet on Adi a orin eus India

10 vloaz ha padal 'labouran dija

Gwriat 'ran bemdez e lec'h studiañ

Ma 'garje chom a sav da droc'hañ

 

Anvet on Niya a orin Ethiopia

'tav rankan stourm 'vit debriñ hag evañ

Ma familh zo bet lac'het, pep tra zo bet devet

Me 'garfe kemer digant ar re zo re vaget

 

Anvet on Juan, a orin Kolombia

Marv eo ma breur dre forzh 'n'em strujañ

Gwerzh 'rae butun drol 'vit sikour ma mamm

Me 'garfe paouezfe marc'had an dramm

Degemer