BEAJ ARRASATE 2015
Etre an 23 hag an 29 a viz Meurzh e oamp en Arrasate. 28 skolajiad a Gemper hag a Wened ha tri ambrouger. Meurzhvezh en Arrasate, merc'hervezh e Gernika, yaouvezh e Donostia ha gwenervezh e Bilbao. Un amzer etre, glizh oc'h ober kalzik, hogen spanaennoù brav, evel pa oa bet kerzhet a-bed ar c'hontxa...
Trugarez da Euskariz evit o degemer kalonek ! Pepe, Arantxa, Ana...
Trugarez Jaione, renerez Gaztelupe, hag Iñaki, pennrener an ikastola, evit an degemer brav en ikastola. Ar bravañ respont a oa bet a-berzh skolajiadezed deuet d'hor c'haout, c'hoant ganto gouzout hiroc'h diwar-benn ar skolioù ikastola !
GERNIKA : KÊR AR VOMBEZADEG, KÊR AR PEOC'H ! MIRDI GUGGENHEIM E BILBAO !
DONOSTIA HEOL-DISHEOL...
MIRDI EUREKA WAR-BOUEZ DONOSTIA
ARIZMENDI IKASTOLA HAG ARRASATE