Abadenn Laz-kanañ Sant Meryn
Setu ar fotoioù evit an abadenn gant Laz-kanañ Sant Meryn.
Ar strollad a oa deuet er skolaj diriaou. Ar skolajidi o doa kanet "Bro Gozh ma zadoù" gant al laz-kanañ. Dedennus ha fromus e oa. Izili Laz-kanañ Sant Meryn o doa bet plijadur o welet e komprene ar skolajidi ar pezh a oa kanet ganto. Souezhet mat-tre e oant o klevout tud yaouank komz brezhoneg ha kompren o yezh.
Ur blijadur e oa evit an holl !
Startijennusaat Souezhadenn
Yaou 28 a viz Gwengolo 2023-Skolaj Diwan Jakez Riou
4e10 A-vagadigoù fur-difur e tegouezh skolajidi, tud gour an ti ha studierien Kelenn zoken.
Ur plas a gav pep hini dindan ar bratell koulz war ur palenn, ur bank pe ouzh ur voger.
4e18 Tavet an trouz, evezh an holl war-c'hed.
4e19 Gwisket gant o cheuc'hañ dilhad-leurenn e tegouezh un 40 kaner-ez bennak eus Laz-kanañ St Meryn.
4e23 Goude ur ganaouenn digeriñ e tap unan eus ar baotred ar gaoz, sklaer ha kreñv, brezhoneg flour gantañ da zisplegañ d’ar re yaouank ar from hag an enor a oa gante da ganañ evit tud yaouank brezhonegerien an holl anezho, kentañ gwech evit ar strollad.
4e26 Ha setu koroll ar c’hanaouennoù, lod laouen, lod siriusoc’h, lod da zañsal zoken:
An alc’hwez aour
An Intañvez
Brezhoneg
Kentañ klevet evit lod, lod all anevezet mat, ha tamm ha tamm ar skolajidi da grediñ mont da heul hag astenn o mouezhioù da re ar ganerien ampart. Ijinit hag e klevfet;)
4e47 Da glozañ gant an abadenn e oa tro Ar Vro Gozh… Ul laz-kanañ unanet a 220 den dindan ur bratell gozh leun a zoujañs hag a spi.
Nag un eskemm! Skeudennoù tapet a-bep tu gozh ha yaouank youl gante a virout seurt mare prizius en o c’halon kenkoulz hag en o memor.
Pedet ar re a fellfe dezho da vont da ganañ da Bloveilh bep Yaou abardaez.
Trugarez deoc’h kanerien St Meryn
Ninnog evit Al Liamm
Bro gozh ma zadoù e skolaj Diwan Jakez Riou
Bro gozh ma zadoù kanet gant skolajidi skolaj Diwan Jakez Riou ha laz-kanañ Sant Meryn.