Kenstrivadeg Pokemon
Ur genstrivadeg pokemon a zo bet lañset digwener tremenet. An holl dud a c'helle kemer perzh. Betek dec'h o doa evit kas d'ar vuhez-skol tresadenn ul loen faltaziek ijinet ganto. Prizioù a zo bet roet ar mintin-mañ d'an tresadennoù a glote ar muiañ gant an dodenn. Start eo bet d'ar juri kemer un diviz ken brav e oa tout an tresadennoù. Trugarez ha gourc'hemennoù d'an holl berzhidi !